Ar Roue Gradlon e Douarnenez

roi-gradlonE Douarnenez zo tri forzh, ar Rosmeur, porzh pesketiñ, porzh bageal Treboul hag ar Porzh rhu, al liamm etre Douarnenez ha Treboul. Gwechall e oa Porzh rhu DZ, ur greizenn koñvers ar sardined ha deuet eo da vezañ hiziv an deiz ur porzh bageal hag ur porzh mirdi. Riwanon Kersale, stajiadez er porzh-mañ, a zispleg deomp petra eo ur porzh mirdi ha lakaat a ra ar gaoz war un darvoud divoutin, erru ur vag nevez e porzh mirdi DZ. ‘Pezh ne c’hoarvez ket alies. Kemer a raio plas Notre Dame de Rocamadour, un arouez er Porzh mirdi, a veaje betek aodoù Mauritania evit dastum grilhed-mor. Erlerc’hiet ‘vo Notre Dame de Rocamadour gant ar Roue Gradlon, ur vag balizenniñ, savet e 1948, war he leve abaoe fin 2014. Graet ‘neus ar veaj deus porzh an Oriant evit bezañ degemeret e ker ar pennoù sardin dimerc’her.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.