Ar sistr naturel

podkast3382171_origEvit mestroniañ gwelloc’h ar broduksion sistr, ha produiñ a skeul uhel, ‘vez alies ouzhpennet traoù er jug avaloù evel gouell, enzymoù pe sulfitoù. E kreizh Penn-ar-Bed ez eus bet krouet ur gevredigezh gant tud a glask lakaat war wel un doare disheñvel da fardañ sistr, gant ur fermañtasion naturel, da lâret eo hep ma ne vefe bet ouzhpennet netra d’ar jug avaloù. Anavezet eo ar gevredigezh-mañ « En Bulles Lentes ». Enni ‘vez kavet produerien sistr nemetken, hag a stourm evit ma vefe anavezet liested an doareoù da fardañ sistr. Riwanon Kersale a zo e touez an dud a orin d’ar gevredigezh, ha displegañ a ra da Dunvezh Vloagen he sell war an evaj-mañ.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.