An abadenn-mañ zo diwar-benn ar Sonerezh !
Klevet e vo Nell, Otalou, Maelys ha Gwenola Skol Diwan Tregon o komz deomp deus peseurt sonerezh e selaouont.
Da c’houde ur gondatenn koantig gant “Malo ha laz-seniñ ar c’hoad”, skrivet gant Yves Colin, troet e brezhoneg gant Drian Bernier ha treset gant El Globos.
Displeget e vo deoc’h bugale penaos fardañ un tam-tam ha peseurt appli/arload e c’hellec’h pellkargañ war o tablezenn niverel d’ober sonerezh, digoust pe tost !
Evit echuiñ vo dizoloet Ar Maligorn e-pad Loenig Loen.
Abadenn kaset gant Morgane ha Ninnog.
Fardañ un tam-tam :
Ezhomp o po :
- bouestoù vetal pe koad (evel ur bouest fourmaj pe ur bouest te)
- bombezenn livadur (diwallit non pas dibab ul liv re deñval peogwir e vo livet warnañ goude gant livadur ha pegennoù)
- livadur (dourliv da skouer)
- pegennoù
- ur barr-livañ
- schotch
- riz
- holen pe traezh.
Setu bremañ greomp hom tam-tam.
Leunit o bouestoù gant holen pe traezh hervezh o peus dibabet. Na lakit ket ar memes dozennad e barzh pep bouest klevout reer e cheñch trouz an tam-tam pa vez skoet war goloier ar vouestoù. Pa blij deoc’h ar son a reont pegit ar schotch en-dro evit ne fiñvfe ket ken ar goloier.
Gallout a rit stagañ an daou bouest gant schotch evit ober ur beñveg lies-son.
Arload da pellkargañ :
https://play.google.com/store/apps/details?id=fr.tokata.jimi.guitar.lite&hl=fr_FR
https://play.google.com/store/apps/details?id=de.darkbloodstudios.dubstepdrumpads&hl=fr