Tost da 6 vloaz zo bremañ e oa bet krouet kentañ stumm ‘Arbres’ gant ar glaskerez Mélanie Jouitteau. Dre al lec’hienn-mañ en em gav ar vrezhonegerien intereset gant korf, gant danvez hor yezh evit fonusaat muioc’h c’hoazh hor gouizigezhioù diwar he fenn. Setu ul labour kaset a-stroll, dielfennet gant Mélanie. Ha disoc’h al labour-se a zo talvoudus ivez evit klask gouzout ma zo perzhioù boutin etre yezhoù ar bed. Evit gouzout hiroc’h e c’helloc’h mont da Lokorn e Maner Gwenole d’an 29 a viz Meurzh 2015, da deir goude kreisteiz da selaou Mélanie o prezegenniñ diwar-benn Arbres ha danvez he labour klaskerez er CNRS.