An aotroù maer

podkast

Marcel Moysan (Foto : Ouest-France)

E-pad ugent vloaz kazimant eo bet Marcel Moysan maer Kerien, koste Kemperle. Marteze ho peus klevet kont deusoutañ dija rak labouret ‘neus kalz evit lakaat ar brezhoneg war-wel en e gomun. Ur skol divyezhek a zo bet digoret e 2004, ar c’harta « Ya d’ar Brezhoneg » a oa sinet e 2007 hag ur priz a oa bet roet d’ar barrez-mañ e 2014, gant Prizioù France 3. Eñ a lâro petra eo micher ar maer en ur gontañ e soñjoù deomp.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Sonerezh Afrika ar C’hornôg

podkast

Ali Farka Toure

C’hoariit evit klask anavezout tonioù arzourien Afrika ar C’hornôg ! Ha gwellit ma ‘z oc’h bet barrekoc’h eget skipailh Radio Kerne ! O kemer perzh ar sizhun-mañ : Lou Millour, Laetitia Fitamant, Metig Jakez-Vargas, Morgan Bramoulle. Prientet eo bet ar Blind Test gant Tunvezh Wloagen-Grandjean

Respontoù :
1. Amadoù ha Mariam
2. Salif Keita
3. Rokia Traore
4. Tinariwen
5. Ali Farka Toure
6. Boubacar Traore
7. Alpha Blondy
8. Magic Malik
9. Tiken Jah Fakoly
10. Youssou N’Dour
11. Orchestra Baobab
12. Maître Gims
13. Manu Dibango
14. Inna Modja