An “Abri Côtier” enep d’an droug graet d’ar maouezed

podkast

abri-cotier6

Skritell Hannah Setton

E Konk Kerne zo ur gevredigezh savet evit sikour an dud vez graet droug dezho e diabarzh o c’houplad. Anavezet eo an “Abri Côtier”. Marie zDu a zo unan deus ar re a glask cheñch an traoù. Sikouriñ a raio ac’hanomp da glask komprenn penaos e c’hell seurt darempredoù euzus en em lakat e plas, ha perag eo ar feulster-se ur skeudenn deus kudennoù ar gevredigezh dre vraz. Un abadenn gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.

Arborepom, saveteiñ ar gouennoù kozh

podkast

arborepom

Imbroud a gostez dindan rusk

Ul lodenn vat deus anvioù ar gouennoù kozh avaloù a zo bet adkavet ha renablet gant tud ar gevredigezh Arborepom. Savet ‘zo bet gwerjezoù un tammig pep lec’h er vro evit grefiñ ha saveteiñ anezho. Emgav da zigarez un devezh fardañ sid ganto, e ti Jorj Dauphin, asambles gant Remi Lan ha Yoann. Un abadenn gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.

Rozavern : en em staliañ evit fardañ sid

podkast

rozavern3

Avaloù sid Rozavern

Jen Skouarneg deus sistrerezh biologel Rozavern, e Terrug. Labourerezh douar yaouank en ofisiel, displegiñ ra penaos e teuvec’h da gaout ar statut-se, ha petra cheñch ; pegen tenn e c’hell bezhañ ar vicher, gant he efedoù war yec’hed al labourerien, ha penaos e c’hellec’h ober evit skañvaat ar c’hargoù labour ; da betra selvij bezhañ ezel deus karta un Anv a Orin Gwarezet. Hag e vo displeget penaos fardañ cid, evel just ! Un abadenn savet gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.

An Odissea : Ulysse hag ar morganezed

podkast

Ulysse hag ar morganezed

Ulysse hag ar morganezed

Ulysse ha Tunvesis a zo aet d’an Ifernioù abalamour d’en em gavet gant Tiresias, un divinour. N’eo ket echu ar veaj ! Ar morganezed, Karibde ha Silla a zo war an hent !

Geriaoueg an abadenn :

drev = seder
al louedadur : la moisissure
ul lorber(ez) = un den a drompl ar re all (ul lorber : un dupeur)
un den-fiziañs : une personne de confiance
pediñ : prier / inviter
ur vazh-roue : un sceptre
« Ah paotr paour ! » : « ah mon pauvre garçon ! »
un ejen : un bœuf
feukañ : vexer
« hemañ zo aet e benn da c’hoari bouloù » : « hemañ zo aet da foll »
ur vorganez = ur wreg-vor
koar : de la cire
kevreoù : des liens
stardañ : serrer
fatikañ : s’évanouir
ur viltañs : un monstre
un droenn-vor : un tourbillon
foeltrañ : foudroyer
ul « luiat » = ul luc’hed