Sklavaj ha sklaved

podkast

Sklaved en ur blantadeg.

Tunvezh ha Benjamin a zo o vont da veajiñ en amzer adarre. C’hoant o deus da c’hoût hiroc’h war istor ar sklaved. Gwelet e vint e Bro-C’hres da zigentañ, da vare ar Romaned, ha goude-se ‘yint da visitañ plantategoù enezenn ar Reünioñ, da vare Loiez XVI.

Geriaoueg an abadenn :
ur mirdi = ur muze
ar sklavaj : l’esclavage
ur sklav : un esclave
« n’eo ket kasaus ! » = « n’eo ket sañsupl ! » : « ça ne fait rien ! »
a-nes ober bec’h : sans avoir à faire d’efforts
ar meingleuzioù : les carrières
ar batissoù = ar savadurioù
ar ruoù : les rues = ar streajoù : les ruelles / les rues 
gourdoniñ : entraîner
punissañ : punir
ur chatal : un troupeau
serriñ un bennak : arrêter quelqu’un (« serriñ ul laer »)
bezañ dindan e vec’h : être couvert de dettes
frankaat ur sklav: affranchir un esclave
korz-sukr : des cannes à sucre
ar goloned : les colons
ar plantadegoù : les plantations / ur blantadeg : une plantation
ar c’hoñvers tric’horn : le commerce triangulaire
klask repu : chercher refuge
« drougintentet ‘peus ! » : « vous vous méprenez ! » / « vous avez mal compris ! »
aboliset : abolir (= terriñ)

Baleadennoù etre hent-meur hag an hent-houarn

podkast

Baleadennoù etre an hent-meur hag an hent-houarn

Ar gevredigezh Eost a zo o paouez skrivañ ul levr nevez : “Baleadennoù etre an hent-meur hag an hent-houarn” ‘vez anvet. Yann-Bêr Kemener, prezidant Eost, a zo bet o kinnig anezhañ deomp. Roet ‘neus an digarez deomp da c’hoût hiroc’h diwar-benn istor heñchoù kozh Terrug : an hent roman hag an hent-houarn !

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Entrendanse : deskiñ dre an dañs

podkast

Etre an 13 hag ar 16 deus miz Even oa aozet e sal arvestoù an Athena en Erge Vraz, ur festival dañs. Abadennoù savet gant skolidi eo a vez kavet e Entrendance. An 19vet bloavez eo zo deus ar festival-se. Clotilde Grandjean a zo skolaerez e skol publik Nevez, e kichen Konk Kerne.
Kemeret he doa perzh un nebeut gwezhioù dija er festival, gant ar c’hlasoù he deus bet en karg. Ar bloaz-mañ he deus labouret gant bugale he c’hlasad CE1-CE2 un arvest war demm Chagall, en liamm gant an diskouezadeg savet war e benn e Landerne. Ganti e vo gouezet deus petra vez degaset gant implij an dañs evit ar vugale er skol. Emañ-hi deus mikro Tunvezh Wloagen.