Deomp da Sant Turian hiziv ! Emaomp o vont d’ober anaoudegezh gant Emmanuelle Pelé. Eus ar gevredigezh pAs paR haZ’art e ra-hi parti ha renkañ a ra ur festival anavezet les Arts Thuriens. Un digarez a oa evidomp savaret diwar-benn ar fest-mañ, ar gevredigezh ha ur bern traoù all c’hoazh.
Gant piv eo bet savet peulvanioù Karnag ? N’eo ket gant ar C’hallianed ! E-doug an Neolitik e veze lakaet mein en o sav e-giz-se. Setu emañ Metig ha Benjamin o vont d’ar mare-se. Hennezh a zo important evit mab-den. Fin ar Ragistor oa ha kalz cheñchamañchoù a oa bet e buhez an dud : al labour-douar, ar c’hêrioù kentañ, ar c’hoñvers hag al loened doñ a oa just ‘tont war-wel !
Geriaoueg an abadenn :
ur peulvan : un menhir
paotred vat : des gars costauds
feukañ : vexer
podoù-pri : des poteries
ar poderezh : la poterie
un avelezh : un coup de vent
hadañ : semer
falc’hañ : faucher
dourañ : irriguer
heiz : de l’orge
ur c’hraou : une crèche (evit al loened)
gouez : sauvage / doñ : apprivoisé
doñvaat : apprivoiser
klujiri : des perdrix (klujar)
trokañ : troquer
bouk : meuble, mou
ur blankenn-skoaz : un omoplate
blejal : meugler
« hennezh ‘zo aes da brenañ » :« celui-ci est facile à berner »
un traouilh : un treuil
War Enez Pask emañ ar Rapanuied o chom abaoe kantvejoù ha kantvejoù. Hervez o c’hoñchennoù kozh ne veze ket gour ebet war an enez-mañ pa oant erruet. Met eus pelec’h oant deuet ? Lod a lâr Amerika ar Su, lod all a vez gwelloc’h Inizi Markiz ganto.
Le Voyage dans la Lune, ur film savet gant Georges Mélies e 1902
Poent eo mont da veajiñ ! Pelec’h ‘ta ? War al loar ! Metig ha Benjamin a zo vont da « amprestiñ » Apollo, fuzeenn an Amerikaned ! Pell emañ al loar koulskoude, hir ‘vo ar veaj …
Geriaoueg an abadenn :
hent Sant Jakez : la Voie Lactée
kelc’h al loar : le halo lunaire
kann al loar : la pleine lune
ul lestr : un vaisseau
e-doug = e-kerzh
ur vodulenn : un module
badaouiñ : assommer
louzoù-kousk : des somnifères
mor ar Sioulded = mor an Drankilite : la mer de la Tranquillité
ur blaenenn : une plaine