Hiziv en abadenn Deomp de’i e reomp un tamm tro e mediaoueg Kemper, lec’h ma oa kontet istorioù ha rimadelloù gant Per Meñs-Pegailh d’ar vugale, dezhe da dizoloiñ ar yezh brezhoneg. Selaouet e vo ur c’hoari dedennus “Arzig du”, evit deskiñ gerioù e brezhoneg.
Dizoloet ‘vo ar c’hrokodiled e gronikenn Loenig Loen ha ar bobl Dakelh e kronikenn 100 pobl & 100 giz !
Evit echuiñ brav, un istor gant Michèle Simonsen diwar ur gontadenn danat ha troet ha lennet e brezhoneg gant Mark Kerrain : “Bisig pezh kof”.
Sonerezh :
Non déclaré – Digresk
Insane in the brain – Cypress Hill