
Bout pe pas ?
Bout a vez graet deus ar verb être etramek Molan, Rieg ha Kemperle, e-giz e brezhoneg Bro-Gwened. Met ne vez ket implijet tre memes-mod : ar stumm emañ ‘neus kemeret muioc’h a blas evit ar stumm eo. Lakeomp, lâret vo n’emañ ket brav an amzer hiziv kentoc’h evit n’eo ket brav an amzer hiziv. Yannick Souffez a zo ‘vont da zisplegañ an dra-mañ deomp.