Bretonnes

Bretonnes-site-presse_01podkastAl luc’hskeudenner Charles Fréger a ziskouez e Breizh a-bezh e zastumad fotoioù nevez, Bretonnes e anv. Ober a ra poltred sokial merc’hed gant o dilhad hengounel.
Diskouezadegoù a vo gant labour ar fotografour e pep korn ar vro : e kreizenn arzel Gwinzegal Gwengamp, e Mirdi Bigoudenn Pont ‘n Abad, e Mirdi an Arz hag an Istor e Sant Brieg hag e Mirdi Breizh Roazhon.

E Mirdi Breizh Roazhon emañ an hanterour sevenadurel Pascal Nignol o vont da reiñ deomp un tañva eus an diskouezadeg. Padout a raio an diskouezadeg betek an 30 a viz Eost e Mirdi Breizh Roazhon. Atalieroù “Koefoù” evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz a zo kinniget digoust. Dalc’het e vezont pep merc’her da deir eur e-pad an hañv.

Kentañ lodenn an abadenn

 

Eil lodenn an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.