Brewen Favrau, a orin eus Roazhon, zo deuet da vezañ sot gant ar sonerezh hengounel pa
oa bihan. Goude meur a vloaz e Bagad Roazhon ha Bagad Saozon Sevigneg, e teu dezhañ ar c’hoant da vont da weladenniñ Bro Iwerzhon.
Evit gounit e damm bara e c’hoario e straedoù Galway.
Deuet en-dro en e vro, e kas e amzer etre ar skol sonerezh hag e strolladoù sonerezh hengounel…