
Stajidi Mervent (Poltred : Le Télégramme)
Divizet o deus ober un ehan en o buhez micherel evit deskiñ ar brezhoneg. Dont a reont deus micherioù ha lec’hioù liesseurt, ha goude ar stummadur e adtapont heñtoù disheñvel, lod anezho a gendalc’ho gant ar memes micher, reoù all a cheñcho buhez penn-da-benn. Met asambles emaint e-pad 6 pe 9 miz evit deskiñ brezhoneg dindan berr-amzer. Bet omp o kejañ ouzh ar stajidi-se, e Mervent, staliet e skol-veur Kemper. Ar wech-mañ e vo klevet Adrian Bernier, kenurzhier ha stummer gant Mervent.