
Stajidi Mervent (Foto : Le Télégramme)
Divizet ho deus ober un ehan en o buhez micherel evit deskiñ ar brezhoneg. Ober a reont deus micherioù ha dont a reont deus lec’hioù liesseurt, ha goude ar stummadur e adtapont heñtoù disheñvel, lod anezho a gendalc’ho gant ar memes micher, reoù all a cheñcho penn-da-benn. Met asambles emaint e-pad 6 pe 9 miz evit deskiñ ar brezhoneg dindan berr-amzer. Bet omp o komz gant ar stajidi-se, e Mervent, hag a zo staliet e skol-veur Kemper. Hiziv e selaouomp Audrey Broustal, unan deus ar stajiadezed.