2vn evit kompren… penaos e varvo an heol

An astrofizisianed a soñj dezho e varvo an Heol a-benn 5 miliard a vloavezhioù. Er c’hozmos ez ur penn hag ur fin d’an holl draoù. Evitomp-ni tud munut, n’eo ket gwall blijus soñjal e fin an Heol ha fin ar vuhez war ar voul-douar met bez eus marvioù bravoc’h eget reoù all.

Betek hen e soñje deomp e oa re vihan an heol evit mervel e-giz un tan-arvest. Met a-drugarez da araokadennoù ar patromoù roadennoù e c’hell ar skiantourien embann ne yao ket an heol diwar-wel didrouz.

Pellgargañ ar gronikenn

2 vn evit kompren… da petra servij ar blev

Ar blev : mezhus ouzh divc’har ar maouezed, arouezus war penn ur punk. Kompliket eo ar blev evit an denelezh.

Padal eo ken kozh ar blev hag ar vuhez war ar voull-douar ! 3,6 miliard bloaz zo pa z’eo ganet ar bevedegoù kentañ e foñs ar morioù e oa un doare efedus-tre da fotosinteziñ gouloù an heol.

Abegoù liesseurt ‘neus ar blev hiziv an deiz : bouetañ, treuzkas, analiñ, gouennañ pe santout. Bewech eo un etrefas etre an endro ha diabarzh an organismoù.

Pellgargañ ar gronikenn