Apartheid e Israel

D’ar 1añ a viz C’hwevrer zo bet embannet gant Amnesty Internation un danevell a-bouez. Goude 4 bloaz a labour o deus kinniget d’ar bed disoc’h o enklask diwar-benn stad an traoù e Israel. Splann eo ar pezh a zo embannet ganto, ur stad a ziforc’hidigezh eo Israel, un apartheid a zo bet lakaet e plas etre an Israeliz yuzev hag ar re n’int ket, ar Balestinianed. O rannañ ar bobl e mod-se e c’hell Stad Israel derc’hel da drevadenniñ an douaroù tro-dro dezhañ.

Setu ar pezh a zispleg deomp Yves Jardin, ezel eus France Palestine Solidarité en abadenn An Divksouarn o Nijal.

Pellgargañ

Tonioù :
Terez Sliman, Betti Sahrana
Dam, Ha’e’e Kfaye

https://www.amnesty.fr/discriminations/actualites/israel-les-palestiniens-sont-victimes-dun-apartheid
https://www.hrw.org/fr/middle-east/north-africa/israel/palestine
https://www.amnesty.org/fr/latest/news/2020/06/france-landmark-ecthr-judgment-finds-boycott-campaign-against-israel-cannot-be-criminalized/
https://www.france-palestine.org/

MAELENN BERNARD, AR SKRIVAÑ DA BAREAÑ

Bet eo Maelenn Bernard da benn all ar bed, flemmet gant he yaouankiz hag he c’huriusted. Karet he deus ar gweledvaoù, an dud, ur gwaz, ha chomet eo pelloc’h eno evitañ. Evel merc’hed all he deus lakaet un tammig amzer araok tec’hout kuit, pellaat ouzh ar feuster hag ouzh an deizioù arvarus. Ha p’eo bet prest he deus skrivet hec’h istor, evit pareañ, ha lakaat urzh en he soñjoù.

‘A la folie, mon amour’
Editions RAZ.

Pellgargañ

Gres ar paotr yaouank Kristian Bras

War zigarez bevañ fonnusoc’h Festival ar Sineme e Douarnenez e klaskemp ur brezhoneger, pe ur vrezhonegerez dezhañ pe dezhi ul liamm ispisial gant Gres. Bet eo Laëtitia Fitamant o kaout Kristian Bras. En e gentañ oad gour en doa kaset meur a brantad er vro, ha chomet e oa plijet gant an natur, an dud, ar sevenadur eno. Un dro en e envorennoù a vo graet e-pad amzer an abadenn…

 

 

 

 

Pellgargañ