Geriadur an Tad Yann ar Skao

podkast

Geriadur an Tad Yann ar Skao

Aziliz Korneg zo en abadenn hiziv da safaret deomp deus an Tad Yann ar Skao. Hennezh a oa misioner, ganet e Brieg e 1867. Pa oa ugent vloaz ‘noa kuiteet ar vro da vont d’ar broioù tomm hag eno neuze ‘noa skrivet daou c’heriadur deus brezhoneg Kerne. Ar re-mañ n’int ket bet embannet morse, ne oant ket bet studiet morse ken nebeut a-raok ma oa graet e soñj gant Aliziz studiañ anezho da skrivañ e memor.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

‘Blam da betra ‘zo chomet bev kement-all rannyezhoù e brezhoneg ?

podkast

“Similarité phonétique en Basse-Bretagne”

Hiziv emaomp e Landerne asambles gant Tangi Solliec. Hennezh ‘neus echuet skrivañ e dezenn n’eus ket pell. « Distance Linguistique et Dialectométrie, une application à la langue bretonne » eo anvet. Pezh ‘neus graet n’eo ket kement-se sevel listennoù eus kement parlant pe kement distagadur a zo e brezhoneg, met kentoc’h klask kompren ‘blam da betra zo chomet bev kement-all rannyezhoù e brezhoneg, goude ma oa moiaen da soñjal, marteze, ‘vefe deuet unvan a-walc’h ar brezhoneg goude kantvechoù ha kantvechoù, ha neuze peseurt diferañsoù zo etre ar parlañchoù-mañ ha penaos int en em zispartiet.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

“Pôles de similarité dans les zones NO & SE”

Bonus :

Pellgargañ ar bonus

« Ma mamm ‘noa ket bet chañs ha me ‘moa bet »

podkast

François Galand hag e wreg Renée (Foto : Ouest-France)

Asambles gant Fañch ar Galand (François Galand) omp bet oc’h ober anaoudegezh hiziv. Hennezh zo ganet e 1935 en Edern, e-kichenn Brieg. Paour-ran ‘oa e familh neuze : e dad-kozh ‘oa bet rivinet gant ar brezel bras, e dad ‘oa marv abred a-walc’h ha setu ‘noa ranket e vamm sevel he bugale he-unan kazimant. Degouezhet ar brezel e 1940 goude-se hag ar « Boched » a teue da zeskiñ tennañ ‘kichenn an ti. Met chañs ‘neus bet Fañch memestra, peogwir oa-eñ mat da zeskiñ er skol …

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

Ar veilherien

podkast

Meilh Keriolet (foto : www.capsizuntourisme.fr)

Ar vicher meilher zo cheñchet kalz abaoe ar brezel diwezhañ. Meilhoù-avel n’eus ket ken ha ne vez ket labouret gant an dour ken, abaoe m’eo deuet ar mekanikioù tredan. Ur veilh oa e kement parrez oa tout gwechall da neubeutañ, e-lec’h bremañ ne chom ket muioc’h evit dek e Penn-ar-Bed. Pevar meilher vo klevet en abadenn-mañ, da gontañ deomp penaos eo cheñchet ar vicher tammig-ha-tammig : François Rospape, pe “Soaig ar Veilh” (Brieg), Armand Penneg (Kerien), Youenn Naour (Kerien) ha Jean-Paul Kerdranvat (Ploneour).


Pellgargañ an abadenn