Ar veilherien

podkast

Meilh Keriolet (foto : www.capsizuntourisme.fr)

Ar vicher meilher zo cheñchet kalz abaoe ar brezel diwezhañ. Meilhoù-avel n’eus ket ken ha ne vez ket labouret gant an dour ken, abaoe m’eo deuet ar mekanikioù tredan. Ur veilh oa e kement parrez oa tout gwechall da neubeutañ, e-lec’h bremañ ne chom ket muioc’h evit dek e Penn-ar-Bed. Pevar meilher vo klevet en abadenn-mañ, da gontañ deomp penaos eo cheñchet ar vicher tammig-ha-tammig : François Rospape, pe “Soaig ar Veilh” (Brieg), Armand Penneg (Kerien), Youenn Naour (Kerien) ha Jean-Paul Kerdranvat (Ploneour).


Pellgargañ an abadenn

Poltred ur vrezhonegerezh deus ar vro : Marie-Louise ar Gow

podkast

Marie-Louise ar Gow

Gant Marie-Louise ar Gow omp bet oc’h ober anaoudegezh ar wech-mañ. Benjamin Bouard zo bet oc’h en em gavout asambles ganti e Kermelen Vihan e Brieg. Marie-Louise he deus bet safaret brezhoneg evit ar wech. Desket he deus brezhoneg asambles gant he zud ha pell zo neuze he deus choazet da safaret brezhoneg ar muiañ posubl. Desket he deus brezhoneg d’he bugale, ha da vugale ar re all memes, peogwir eo-hi bet o teskiñ tammoù traoù brezhoneg da skolidi Brieg e-pad tost dek vloaz. En afer deus ar brezhoneg eo bet er gomun ivez.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Pellgargañ an abadenn

Arabat tennañ gounit eus ar c’heñved-red

Devezh broadel ar yec’hed e oa d’ar 7 a viz Ebrel. Youn Jardin deus komite difenn ospital Douarnenez ‘oa e marc’had Treboul o reiñ paperioù d’an dud d’an devezh-se. Ur galv embannet gant ar strollad a vod komiteoù souten an ospitalioù lec’hel e oa, evit ma vije desket diwar ar c’hleñved-red evit chañj penn d’ar vazh er mod da verañ an ospitalioù publik. Ar gevredigezh a zo e-touez an aozadurioù hag hiniennoù o deus sinet un intrudu sitoaian european anvet “Arabat tennañ gounit eus ar c’hleñved-red” : Pas de profit sur la pandémie. O c’houlenn e touez traoù all ‘vefe kuzhet netra war ar mod da verañ ar vaksinañ e Unvaniezh Europa. Yves Jardin, stourmer evit ar yec’hed evit an holl hag evit ur servij publik kreñv, a zo ganeomp evit dielfennañ stad an traoù evit an ospitalioù hag ar yec’hed dre vras, bloaz goude penn kentañ ar c’hleñved-red.

Pas de profit sur la pandémie

Pellgargañ

Jean Billon, ur c’haner deus ar vro

podkast

Christophe Kergourlay ha Jean Billon (Foto : Le Télégramme)

Gant ur c’haner omp bet oc’h en em gavout ar wech-mañ. Jean Billon eo e anv ha matrehe ‘walc’h ‘peus bet digarez dija da glevet anezhañ o kanañ er festoù-noz er vro. Jean zo ‘chom e Gouezeg, er Menez Du, met ganet eo en Erge Vras e-lec’h ma oa e dud o talc’hen douar. Met n’eo ket ar re-mañ o deus desket dezhañ ar mod da ganañ. Jean ‘neus desket kanañ diwezhat a-walc’h, gant Loeiz Roparzh da gentañ, e Kemper.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Pellgargañ an abadenn