Pochoù-bez ha pez-bihan

podkast

Pochoù-bez

Jean Griffon zo ganeomp en abadenn hiziv. Hennezh zo ganet e Goulien, er C’hab don, ha pell zo emañ-eñ o chom e Bremeur, ur gêr vihan tost d’an aod. Ha kalz traoù ‘neus da gontañ deomp ‘vat ! Prechet vo da gentañ deus ar mod veze daspugnet “poche-bez” gwechall, ha goude neuze vo kaoz deus “brezel ar pez-bihan” ivez ha traoù all c’hoazh, evel cheñchamañchoù al labour-douar ha foarioù ar vro.


Pellgargañ an abadenn

Camille Argouarc’h

An Huruson Hardi

Kinnig a reomp deoc’h un abadenn savet gant Kevin Chappe, bet stajiad e Radio Kerne ‘pad e stummadur 6miz war ar brezhoneg. Bet ‘neus bet c’hoant atersiñ Camille Argouarc’h, pennredaktourez ar gelaouenn Louarnig, prezidantez ar gevredigezh An dorioù poellek, ezel ar gevredigezh Difenn ha mil tra c’hoazh. Setu ur poltred klok ha kizidik enrollet o vale e straedoù ha parkoù Kemper.

Pellgargañ

Diaezamant an ONF

podkast

Diaezamant an ONF

E koad ar Roue e Landevenneg emaomp hiziv, asambles gant Jean-Paul Roll. Hennezh zo aet war e leve n’eus ket pell, met e-pad pell eo bet o labourat en ONF. E-pad ugent vloaz neuze eo bet oc’h ober war-dro koad Landevenneg. Tunvezh Wloegen ha Benjamin Bouard zo bet o vale er c’hoad asambles gantañ, evit dezhañ displegañ deomp petra ra an ONF ha petra eo ar vicher gward-koad. An dra-se vo un digarez da safaret ivez deus an diaezamant bras zo bremañ en ONF.

Un abadenn gant Tunvezh Wloegen ha Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn

Fulub Vouadec ha yezh al lapoused

podkast

Fulub Vouadec (Foto : Le Télégramme)

Hiziv emaomp e penn all Bro-Gerne, er Faouet, asambles gant Fulub Vouadec. Hennezh zo sod gant al lapoused ha plijadur ‘nez o vont da sellet deuzouto ha selaou anezho o kanañ. Met bez ‘zo lod ha ne vênt ket gwelet kalz ken, evel sparfell al lanneier ha veze gwelet stank er vro gwechall, ha lod all c’hoazh a zo arruet er vro n’eus ket pell, e-giz ar speg du.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ an abadenn