Identelezh Breizh

les-brezhonegerien-lestonn-fetent-leurs-trente-ansIdentelezh Breizh, sed aze ur sujed ledan, zoken evit stadoù anavezet. Soñj ho peus sur a-walc’h deus an “débat sur l’identité nationale” a zo bet e Bro C’hall e 2009, un tabut deus ar re vilañ gant komzoù gouenneler e-leizh. N’eo ket ur sujed aes an identelezh, evit lod eo un doare da zispellaat ul lodenn deus ar boblañs, o lavarout n’omp ket heñvel, n’hon eus ket ar memes identelezh. Abalamour d’an dud-se e tisonjomp eo an identelezh un doare da vodañ ivez. Ar pezh ‘vez gwelet gant enklask Brezhonegerien Leston. Gant ar gevredigezh eo bet savet ur goulennaoueg evit goulenn gant an dud petra eo pouezus evito e identelezh Breizh, petra a vo anezho dindan anv Breizh. Ha n’eo ket aes benn ar fin gouzout petra eo bezañ Breton. Met unan eus spletoù bezañ ur vro distad eo bezañ gouest da zegemer pep hini gant ma vo c’hoant ganti/gantañ bezañ Breton.

Gant Soazig Cossec, Christian Daniel, Marie-Thérèse Kerbour, izili ar gevredigezh.

Blog Brezhonegerien Leston

Diwan Bro ar C’hap

35 skol, 6 skolaj hag ul lise, sed aze ar rouedad Diwan e Breizh hag e Pariz. Berzh a ra an hentad-mañ ha koulskoude e chom broioù dilezet e lec’h n’ez eus ket tu d’ar vugale deskiñ brezhoneg er skol. E Bro ar C’hap da skouer e Penn ar Bed n’ez eus netra kinniget d’ar gerent a fell dezho lakaat o bugale da zeskiñ yezh ar vro. Ret eo mont betek Douarnenez, ar vro vigouden pe c’hoazh Kemper.

Met a-raok pell e vo tu d’ar bugaligoù splujañ e bed ar brezhoneg a-drugarez d’un toullad tud menet. En o zouez, Loeiz Guillou, paotr ar Pont, a zo sekretour kuzul skoazell Diwan Bro ar C’hap. Gantañ hag un nebeut reoù all e vo digoret ur skol vamm Diwan e Ponte Kroaz e miz Gwengolo 2015. Evel just n’eo ket graet c’hoazh, ret eo d’ar gerent rakenskrivañ o babigoù met war an hent mat emañ ar raktres.

Deus pelec’h eo deuet ar mennozh ? Petra eo bet ret dezho ober ha petra a chom c’hoazh d’ober evit digeriñ ar skol mañ ? Petra eo stad ar brezhoneg e Bro ar C’hap hag emdroadur ar yezh ? Sed aze tem an abadenn-mañ.

Evit gouzout hiroc’h…

Mami Yuli, waria en Indonezia

mami-yuli1Abaoe meur a vloavezhioù e vez pedet tud dreistordinal gant Gouel Filmoù Douarnenez. Tem ar festival e 2014 a oa pobloù Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua. Deus ar broioù pell-se eo deuet ur Waria, Mami Yuli he anv, hag eo bet steredenn ar gouel. Bep bloaz ingal ez eus un den o tizhout kalon ar festivalourien un tammug donoc’h eget ar re all hag eo bet hi ar bloaz-mañ. Ur Waria eo Mami Yuli, da lavaret eo ur plac’h trapet e korf ur paotr. E-pad kantvedoù int bet degemeret mat-kenañ ar Wariaed e kevredigezhioù hengounel Indonezia, ur plas a oa evito digudenn. Met hiziv an deiz ha gant ar vuhez vodern n’eo ket ar memes afer.

Kontet e vo he istor gant Mami Yuli, deus he ganedigezh en ur geriadenn hep tredan betek he diplom gwironiezh tapet evit ar wech gentañ gant ur Waria. Splujomp en ur bed dianavezet a n’emañ ket ken pell ouzhomp. Ur bed dishegar hag a c’hell chañj, ur vuhez diaes hag a zo aet war-raok, ur Waria wallgaset deuet da vezañ kannadourez gwirioù ar minorelezhioù.

Istor dianavezet Indonezia

tamara_soukottaTamara Soukotta, saverez ar gevredigezh Sunspirit, un AMG evit ar justis hag ar peoc’h, e Bro Indonezia a gont deomp istor he bro. Pedet eo bet gant Gouel Sinema Douarnenez, tem anezhañ ar bloaz-mañ Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua, un enezeg 13466 enez etre Bro India hag Ostralia er meurvor Indian. Ouzhpenn 700 yezh ha pobl ‘vez eno, bro vuzulman vrasañ ar bed eo hag un demokratelezh hiziv an deiz goude 32 vloaz ha ziktatouriezh. Deuet eo neuze Tamara Soukotta da ginnig deomp istor he bro, un istor luziet, feuls ha dianavezet amañ.

Jubennet eo bet he c’homzoù gant Stefan Moal.

Lec’hienn Sun Spirit