Ospital Douarnenez en arvar

douarnenez.lhopital-le-personnel-du-bloc-poursuit-sa-greveN’eo ket deuet a-benn Ospital Douarnenez da gavout un anesteziour evit erlec’hian an hini a yao kuit e 2015 da lâret ei e vo serret ar surjianerezh deiziek e kêr ar Pennoù-Sardin. N’eo ket souezhus, 27% deus postoù anestezisted e Bro C’hall n’int ket pourvezet. Koulskoude eo nec’hus. Ma kendalc’h mod-se e yao diwar-well ospital Douarnenez ha n’eo ket an hini nemetañ evel-just, ospital Kemperle hag hini Pont ‘n Abad a vez lakaet diaes ivez. Liammet eo ar c’hudennoù-mañ gant politikerezh yec’hel ar gouarnamant. E 2009 eo bet botet al lezenn Bachelot a redi an ospitalioù da espern arc’hant ha d’en em vodañ. Bez e vo neuze nebeutoc’h nebeutañ a ospitalioù ha brasoc’h brasañ e vint. Deus ar c’houlz eo met hag e ya gant mad an dud ? Hervezh Yves Jardin, perzh deus Comité Usagers Ospital Douarnenez, ne ya ket. Ur sell pessimist a-walc’h ‘neus war dazont an ospitalioù met ne vir ket anezhañ da stourm.

Ar festival invisible

invisibleUr festival divoutin ‘vez aozet e Brest e miz Du titlet ar Festival Invisble. Sonerezh war ar prim, arzourien deus ar bed a-bezh, abadennoù arzel, darvoudoù dreistordinal da zizoloiñ er Garène, er c’h/Quartz hag er Studio Fantôme e Brest-même. Klevout a rit Klet Beyer evit kinnig deomp ar festival-mañ aozet gant al label L’église de la petite folie, label strolladoù zo Klet. Un digarez e vo evidompt da splujañ e bed ar sonerezh emren asambles gant hon arbennigour, Klet, tabouliner e Rhapsoldya, Chapi chapo ha Wicked.

Titouroù amañ

Identelezh Breizh

les-brezhonegerien-lestonn-fetent-leurs-trente-ansIdentelezh Breizh, sed aze ur sujed ledan, zoken evit stadoù anavezet. Soñj ho peus sur a-walc’h deus an “débat sur l’identité nationale” a zo bet e Bro C’hall e 2009, un tabut deus ar re vilañ gant komzoù gouenneler e-leizh. N’eo ket ur sujed aes an identelezh, evit lod eo un doare da zispellaat ul lodenn deus ar boblañs, o lavarout n’omp ket heñvel, n’hon eus ket ar memes identelezh. Abalamour d’an dud-se e tisonjomp eo an identelezh un doare da vodañ ivez. Ar pezh ‘vez gwelet gant enklask Brezhonegerien Leston. Gant ar gevredigezh eo bet savet ur goulennaoueg evit goulenn gant an dud petra eo pouezus evito e identelezh Breizh, petra a vo anezho dindan anv Breizh. Ha n’eo ket aes benn ar fin gouzout petra eo bezañ Breton. Met unan eus spletoù bezañ ur vro distad eo bezañ gouest da zegemer pep hini gant ma vo c’hoant ganti/gantañ bezañ Breton.

Gant Soazig Cossec, Christian Daniel, Marie-Thérèse Kerbour, izili ar gevredigezh.

Blog Brezhonegerien Leston

Diwan Bro ar C’hap

35 skol, 6 skolaj hag ul lise, sed aze ar rouedad Diwan e Breizh hag e Pariz. Berzh a ra an hentad-mañ ha koulskoude e chom broioù dilezet e lec’h n’ez eus ket tu d’ar vugale deskiñ brezhoneg er skol. E Bro ar C’hap da skouer e Penn ar Bed n’ez eus netra kinniget d’ar gerent a fell dezho lakaat o bugale da zeskiñ yezh ar vro. Ret eo mont betek Douarnenez, ar vro vigouden pe c’hoazh Kemper.

Met a-raok pell e vo tu d’ar bugaligoù splujañ e bed ar brezhoneg a-drugarez d’un toullad tud menet. En o zouez, Loeiz Guillou, paotr ar Pont, a zo sekretour kuzul skoazell Diwan Bro ar C’hap. Gantañ hag un nebeut reoù all e vo digoret ur skol vamm Diwan e Ponte Kroaz e miz Gwengolo 2015. Evel just n’eo ket graet c’hoazh, ret eo d’ar gerent rakenskrivañ o babigoù met war an hent mat emañ ar raktres.

Deus pelec’h eo deuet ar mennozh ? Petra eo bet ret dezho ober ha petra a chom c’hoazh d’ober evit digeriñ ar skol mañ ? Petra eo stad ar brezhoneg e Bro ar C’hap hag emdroadur ar yezh ? Sed aze tem an abadenn-mañ.

Evit gouzout hiroc’h…