Un uzin fritez skornet nac’het gant tud an Norzh

Mersi, n’hon eus ket ezhomm’ a lâr bremañ annezidi Dunkerque d’ar fritez. Eeunoc’h ez eo da batroned an uzinoù Clarebout Potates a lâront kaoc’h. Ar re-se zo touesk brasañ produerien fritez skornet er bed. Dilezet o doa dija ar soñj da zigeriñ un uzin e Beljia, pa oa savet kalz tud enep d’o raktres. Met ar gouarnamant gall en deus bet roet an aotre da gas o doser pelloc’h. Ha fachet eo an dud a ranko en em ober da doareoù an uzin-se.

Pellgargañ

 

Treizhañ brav al laktoz en deus bet chenchet ar c’hevredigezhioù european

5 000 bloaz zo ‘oa bet kemmet buhan jenoù tud Europa dezhe da dreizhañ al laezh en oad gour. Ar chenchamant jenetek-se endeus bet permetaet dezhe da c’henel muioc’h a ziskennidi. Hiziv an deiz ‘ra c’hoazh d’ar bras deustomp gouzañv al laezh hep bezañ klañv. Etre 70% ha 90% eus Europeaned ar C’hornog hag an Norzh a brofitfe eus ar c’hemm-se bremañ. Roet en defe 5 000 bloaz zo 4% muioc’h a chañsoù da gaout diskennidi.

Palez an eskibien e Comminges

 

 

Pellgargañ

Tredan glas marc’hadmat Portugal

Priz ar megawattheure (MWh) a zo digresket a galz e Portugal, betek treiñ da rekord e istor priz an tredan eno. Koust a raio bremañ unnek euro pevarzek. Setu ur c’heloù mat evit ar Bortugaliz. Neblec’h er bed e vo ken izel priz an tredan. Marc’hataet eo bet ar priz-se gant produerien lakaet war renk da gaout takadoù da staliañ o c’hreizennoù heol. Galvet ‘oa ar broduerien tredan d’ober kinnigoù d’ar gouarnamant.
Ar greizenn prometaet ‘vo savet etre Albufeira ha Vilamoura, en Algarve, e Su Portugal.
Efedus eo bet er fin lakaat an holl broduerien d’ober o c’hinnigoù war un dro: kontrol d’ur gwerzh sav-taol eo bet!
An taol-kaer-se a laka ar vro da vont eeunoc’h c’hoazh gant hent an energiezhoù padus: a-benn 2030 ‘vo asuret 80% eus ar produiñ tredan er mod-se.

Pellgargañ