Direnket eo tud ar sport gant ar merc’hed hiperandrogen.
An atletourezed re uhel o feur a destosteron a vo ret dezhe kavout un diskoulm gant o medisined, a-hent all ez int e riskl da vezañ berzet da gemer perzh er c’hevezadegoù atleterezh.
Category: Ar bed o treiñ
Dilhad bananez
Araok pell en em wiskimp gant pluskoù bananez. Setu soñj diwezhañ an embregerezh Circular Systems
Danvez-politikerien muntret a degadoù e Mec’hiko
Er sizhun-mañ e tesker ma vanka kalz eus an dud o doa en em lakaet war ar renk evit an dilennadegoù-meur a vo dalc’het er vro a-benn ar 1añ a viz Gouhere. Ar bras anezhe a zo bet muntret, hag an niver anezhe ne baouez ket da greskiñ.
Hep displegadenn, hep enklask polis ebet.
An holl dud-se a gase ur c’houlzad evit gounit mouezhioù en dilennadegoù da vont da guzulierien-gêr, maered, gouarnourien.
Ar skol anarkour
Ar spered, ar sevenadur a gevezañ, a zibab etre an dud n’eo bet morse ken gwazh e Frañs. N’eus ken sellet ouzh modelezhioù Parcours Sup evit kompren se splann, eme deomp Isabelle Attard er gelaouenn Reporterre.
Evit se he deus c’hoant da zont en-dro war an doareoù all a zo dioute evit kelenn d’ar vugale.
Berr ha berr ha gras dezhi ‘vo kinniget deoc’h er gronikenn-mañ ar bedagogourien anarkour.
Ar re o deus bet labouret war hentennoù pedagogel mat d’an dud d’en em zisujañ, d’en em zizober eus ar galloudoù gwaskus a-bep seurt.