Bronnou-mor o zreid er skorn

Ur spesad bronnoù-mor a zo bet diskoachet gant ar skiantourien : «Edwardsiella andrillae», hag o doare-bevañ zo pell-mat eus ar pezh a anavezer dija war ar bronnoù-mor all. Ha c’hoazh. Ne ouier ket c’hoazh kalz a draoù diwar o fenn. Un taol chañs, un taol degouezh eo an diskoachadenn-se, ha n’eo ket bet graet gant skiantourien a zo o zachenn-studi ar plant.

Ar Platt

Petra eo ar Platt, ar yezh komzet gant muioc’h evit tri milion a vrazilianiz? Ar Platt a gav he orinoù e istor ar germaned, ha resisoc’h e Bro Vozel. An eil yezh komzet e Brazil eo goude ar portugaleg. Ur souezhadenn e c’hell bezañ da galz. Komzet ‘vez gant tri milion a dud enne, met gwelloc’h c’hoazh, komprenet gant e-tro 10 milion a vrazilianiz. Pa reer ar gont-se ‘ra eus ar Platt eil yezh Brazil.