KINNIG LABOUR

KINNIG LABOUR E RADIO NAONED HA RADIO KERNE

 

  • Post labour : Buhezour·ez atalieroù radio
  • Deiziadoù : Da gomañs e miz Gwengolo 2021
  • Lec’hioù : Roazhon / Naoned / Kemper
  • Implijer : Radio Naoned
  • Kefridi : An animatour·ez a vo karget eus lusk hag eus mont en-dro an atalieroù radio hag eus ar pezh a sell ouzh an oberezhioù deskadurezh d’ar mediaoù. Sevel ha frammañ a raio ar raktresoù, evit ma kloto ar re-mañ gant ezhommoù pep rummad (Bugale, krennarded / krennardezed, tud gour…). Merañ a raio diorren an oberezh koulz hag ar c’hehentiñ, krouiñ a raio binviji labour pedagogel, respont a raio d’ar galvoù raktresoù hag ober a raio war-dro an teuliadoù bilañs. An abadennoù a vo dalc’het el Liger-Atlantel, e Penn-ar-Bed hag en Il-ha-Gwilen.
  • Doare den : brezhoneger-ez (live B2 d’an nebeutañ). En e / hec’h aes gant an dud yaouank koulz hag ar re vras. Gouzout ober gant binviji ar stlenneg hag ar rouedadoù sokial. Aotre bleniañ (ha prest da foetañ bro e Breizh a-bezh). Skiant-prenet war micherioù ar radio deuet mat.
  • Kevrat :CDD ur bloaz ha CDI da c’houde
  • Gopr : 1 250 € rik ar miz evit komañs
  • Darempred : melaine@radionaoned.bzh 02 28 91 03 75