• ▼ Radio Kerne war-eeun ▼

  • ▼ Radio Naoned war-eeun ▼

 
Skip to content
  • Radio Kerne
    • Abadennoù
      • Dre demoù
        • Dilennadegoù kêr 2020
        • Gwirioù ar merc’hed
        • Redadeg 2018
        • Sizhun ar radio
      • An Divskouarn o Nijal
      • Ar brezel diwezhañ e Bro Gerne
      • Atersadennoù
      • Bac’het en ti – Adkroget ganti
      • D’ar seizh avel
      • Deomp dezhi
      • Dir ha Tan
      • Faltazi radio
      • Gouelioù an hañv
        • Gouelioù an hañv 2019
        • Gouelioù an hañv 2018
        • Gouelioù an hañv 2017
        • Gouelioù an hañv 2016
        • Gouelioù an hañv 2015
      • Keleier ar vro
      • Kotoñs e-barzh an divskouarn
      • Re Bell Ganti
      • War hentoù ar feminism
      • Dielloù
        • ‘Ba du-mañ
        • Blind test
        • Fri lous
        • Lampreiz
    • Kronikennoù
      • 2 vunutenn evit kompren
      • Ar bed o treiñ
      • Bed ar babigoù
      • Karront Sant-Jakez
      • Levr ar sizhun
      • Ouzhpenn ar Vretoned ‘zo
      • Pesa mod ‘ve lâr’t ?
      • Sinema
      • Dielloù
        • C’hwezh ar maez
        • Côte Waste, ar gronikenn zero lastez
        • Feminism
        • Lâret ‘vez
        • Petra zo ‘ba da sac’h
        • Santig an Deiz
        • Selaou selloù
        • Tennit ho anal
  • Radio Naoned
    • Atalieroù radio
      • Atalieroù Lise La Colinière
      • Atalieroù Skol Diwan Sant-Ervlan
      • Atalieroù Skolaj Diwan 44
      • Sevel ur gronikenn
    • Abadennoù
      • Abadennoù ispisial
      • Atersadennoù Radio Naoned
      • Bac’het en ti – Adkroget ganti
      • Distruj
      • Elektro Sweatlodge
      • Flik ha folk
      • Gouelioù an hañv
        • Gouelioù an hañv 2019
      • Jabadao
      • Kaozioù ha marvailhoù
      • Naoned E Live
      • Naoned ‘meus
      • Ribine Records
      • Teñzor an istor
      • Dielloù
        • BZH/20
    • Kronikennoù
      • Ar responter
      • Daoulas
      • Labous web
      • Me, droug ha divalav
      • Penn-kil-ha-troad
      • Dielloù
        • Netflix
    • Sikourit Radio Naoned
  • Ar gevredigezh
    • Emezelañ
    • Piv omp-ni ?
    • Ar skipailh
    • Servijoù
      • Animasionoù
      • Atalieroù radio, stajoù, stummadurioù
        • KEAV 2019
      • Bruderezh war ar gwagennoù
      • Gweladenn ar studioioù
      • Mouezhioù
  • Programmoù
    • Kael programmoù – Radio Kerne
    • Kael programmoù – Radio Naoned
  • Podkast
  • Playlist
    • Playlist Kerne
    • Playlist Naoned
  • Darempred
    • Logoioù
  • Français

Category: Atalieroù Skolaj Diwan 44

Skolaj Diwan Liger-Atlantel : Cheñch penn d’ar vazh an abadenn #1

Raktres pennañ an atalieroù radio gant ar skolajidi hag ar skolajadezed a oa krouiñ un abadenn diwar-benn an ingalded paotr/plac’h.
Ha deuet int a-benn da ginnig deoc’h abadennoù deus ar c’hentañ.
Gourc’hemennoù dezho !
Evit an abadenn gentañ hon eus plijadur o selaou, Loeiza, Enora ha Dewi ezel deus planning familh Montroulez.
Maouezed brudet a vo klevet ivez, evel Louise Michel hag Anjela Davis.
Animatourien·ezed : Mila, Yuna hag Ambre
Atersadennoù izili ar planning familh kaset da benn gant Amaia, Loann, Ethan ha Mila.
Atersadenn Louise Michel : Ambre ha Yuna
Atersadenn Anjela Davis : Amaia ha Loann
Maiwenn ha Bleuenn a ginnig deoc’h ar ganaouenn SLT kanet gant Suzanne.
Noah ha Damien a ginnig deoc’h Rebell Girl gant ar strollad punk Bikini Kill.
Trugarez da Enora, Loeiza ha Dewi evit o amzer gouestlet d’ar skolajidi ha d’ar skolajadezed.

http://www.radiobreizh.bzh/medias/580/37347/c6c1d0c45d8b551860925b8cb0819adf/CHENCH-PENN-DAR-VAZH-1.mp3

Pellgargañ an abadenn

0
0
0
0

Deskiñ brezhoneg gant SAE

Bep bloaz e vez tud nevez o teskiñ brezhoneg. Lod anezho a ra evit abegoù personel ha lod all evit abegoù micherel. Meur a greizenn stumman a zo e Breizh da zeskiñ brezhoneg. Ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed a-vihanik a en em gav e bed al labour gant barregezhioù ouzhpenn, sur eo ! Disheñvel e c’hell bezañ evit an dud deuet o kregiñ ganti. En abeg da-se o deus bet c’hoant Maiwenn, Yuna ha Mila da atersiñ tud o teskiñ brezhoneg. Dezho da c’houzout hag-eñ eo diaes kemer un intrudu a-seurt ha dreist-holl… Penaos e tremen an traoù ur wech stummet ar re vras war ar brezhoneg.

Aterset o deus :
– Ingrid, Camille ha Tangi : stajidi·adezed Skol an Emsav
– Marzhin Perrot : stummer e Skol an Emsav
– Naia Haye : ASEM e Diwan bet stajiadez gant Skol an Emsav
Skeudenn gant Skol an Emsav

http://www.radiobreizh.bzh/medias/580/37158/786c53c36f23254670f00ff21bd05ca1/DESKIN-BZHG-MILA-YUNA-HA-MAIWENN.mp3

Pellgargañ ar reportaj

0
0
0
0

Youn ha Solena

Kevrinus e c’hell bezan bed ar babigoù ! Bleuenn, Louisa hag Amaia o deus bet c’hoant da c’hoût muioc’h diwar-benn mikro-magouri Youn ha Solena. Petra eo mont en-dro ur vagouri ? Penaos e vez graet war-dro bugale ken bihan ? Ha koust a ra ker lakaat bugale en ur vagouri ?

Aterset o deus :
– Lena Herry : implijadez Youn ha Solena
– Lucie : mamm ur bugel

 

http://www.radiobreizh.bzh/medias/580/37157/fc828cd8b54c6ea1eaf690b87514856e/AR-VAGOURI-YOUN-HA-SOLENA-GANT-BLEUENN-LOUISA.mp3

Pellgargañ ar reportaj

0
0
0
0

Ar skrammoù

An deiz a hiziv e vez gwelet skrammoù un tamm pep lec’h ! Er straedoù zoken e vez bannet bruderezh a bep seurt gant skrammoù divent. Ha posubl e vefe bevañ hep bezañ taget gant ar skeudennoù fiv-se ? Daoust hag-en eo mat gortoz a-raok plantañ ar vugale dirak ur skinwel, un urzhiataer, ur poellgomzer pe c’hoazh un dablezenn ?
Appoline hag Awena o deus bet c’hoant da gompren petra oa darempredoù an dud gant ar skrammoù.

Aterset o deus :
– Visant Janot : kelenner war ar matematikoù hag an tekno er skolaj
– Emmanuelle Herbert : kelennerez war ar saozneg hag ar c’hastilhaneg er skolaj
– Alwena Grimault : skolajiadez e trede klas
– Analia Le Roux : skolajiadez e trede klas
– Yuzael Petit : skolajiad e c’hwervet klas
– Brendan Guillouzic-Gouret : levraoueger e KDSK

http://www.radiobreizh.bzh/medias/580/37148/6daf2f2acc852a58c3ea24018f244a68/APPOLINE-HAG-AWENA-AR-SKRAMMOU.mp3

Pellgargañ ar reportaj

0
0
0
0
12
  • Sikourit Radio Naoned

  • Klask

  • Newsletter Radio Kerne

  • Selaouet ar muiañ

    • Playlist Kerne
    • Re Bell Ganti, Merc’her 20 a viz Genver
    • An torr dougen terapeutek
    • Ar vugale, ar vuhez hag ar saout
    • Kael programmoù Radio Naoned
  • Soutennet omp gant

Radio Naoned, Radio Kerne-Naoned, radionaoned.bzh, radionaoned / Radio e brezhoneg e Penn ar Bed, Breizh / programmes en breton et programmation musicale pointue, Finistère, Bretagne
Radio Kerne Ti an Dourigoù 57 straed Laenneg 29710 Ploneiz - 02 29 40 72 19// Holl gwirioù miret Menegoù lezennel / Mentions légales
Facebook Twitter Contact
Powered by Tempera & WordPress.