Keleier Bro Naoned ouzh mikro Marianne Vaidie.
Category: Atersadennoù Radio Naoned
Studierien·ezed VS KOVID 19
Gouzout a reomp mat, an enkadenn yec’hed a zo diaes d’an holl, diaes eo c’hoazh kaout en-dro ur vuhez normal ha n’eo cheñcho ket diouzhtu, se zo sklaer.
Komzomp un tamm deus ar studierien hag ar studierezed, meur anezho o deus ar santimant da vezañ laosket a-gostez gant ar gouarnamant.
Penaos dont a-benn gant o studioù pa vez serret ar skolioù-veur.
Dre ma eo serret ar pretioù hag an tavarnioù ‘neus ket moaien dezho labourat, evit lod anezho neuze diaes eo a-fed argant evit paeañ ul lojeiz e fin ar miz … Penaos labourat en un doare seder neuze pa vez seurt kudennoù ankenius.
Jean a zo bet studier e Skol-Veur Roazhon 2 hag ezel deus an USB – Unvaniezh ar studierien ha studierezed Breizh a zo bremañ o studial ar sokiologouriezh e skol-veur Tolosa a vo klevet diouzhtu ouzh mikro Marianne Vaidie.
Arvar Fanzine
An Arvar Fanzine a zo ur Fanzine diwar-benn ar sonerezh tost deus ar sevenadur Skin / Reggae / Punk dreist-holl.
Snoopy Snoop a zo a-dreñv ar Fanzine met n’emañ ket e-unan evel-just, e c’hoar hag e dad a gemer perzh ivez. Ur bern rubrikoù a vez kavet e-barzh, atersadennoù, kronikoù, rekipeoù pe c’hoazh Fotonovela da skouer.
Ouzhpenn da-se, ar Fanzine a zo skrivet e divyezhek – Brezhoneg/Galleg –
Atersadenn Gwenola Kerreg : Liorzañ gant ar skolajidi / skolajadezed
Gwenola Kerreg ‘zo kasourez e skolaj Diwan Liger-Atlantel e Sant-Ervlan. Ar bloaz-mañ he deus lañset ur raktres krouiñ ul liorzh gant ar skolajidi hag ar skolajadezed.
Treiñ an douar, touzañ al leton, plantañ gwez, hadañ legumaj pe sevel ul loch evit an amprevaned… A bep seurt a vez graet gant ar re yaouank. Ha laouen int o teskiñ ober war-dro an natur.
Marianne zo bet gant he sac’had goulennoù hag he sonenroller o kaout Gwenola. Homañ a gont pegen pouezus eo e 2020 lakaat tud yaouank da labourat er-maez ha d’ober war-dro an douar… En un doare fetis !