Dastum parlant Douarnenez

podkast

Anaëlle Le Pann, Isabelle Ménard, Patrice Goyat, Gildas Sergent ha Nolwenn Dupont (Foto : Le Télégramme / Dimitri L’Hours)

Gwechall ne veze nemet brezhoneg etre an dud e Douarnenez, met pa oa komañset ar galleg da zont eo deuet war-wel “parlant Douarnenez”, galleg ha brezhoneg lakaet asambles. Ha n’eo ket marv c’hoazh ! N’eus ket pell neuze eo krog tud Emglev Bro Douarnenez ha re ar porzh-mirdi da studiañ anezhañ. An dra-se zo kaoz int bet oc’h enrollañ an dud war ar marc’had, koulz e kreiz-kêr evel e Treboul.

Benjamin Bouard a zo bet oc’h en em gavout asambles gant Nolwenn Dupont, studierez e Kemper hag e staj bremañ e Emglev Bro Douarnenez, hag Anaëlle Le Pan a zo ‘labourat er porzh-mirdi.


Pellgargañ an atersadenn

Micherioù ar sevenadur #5 : Elen

Foto gant Le Télégramme

Setu lodenn ziwezhañ hon heuliadenn o lakaat war wel ar re a labour er sevenadur hag a zo deus ar re lakaet a-gostez da vat gant an enkadenn yec’hed. Ul lodenn vat deus o labour n’o deus ket gellet ober ‘pad ouzhpenn bloaz. Un digarez ‘vo evitomp da zizoloiñ o micherioù ha da gompren penaos int lakaet diaes gant ar reolennoù yec’hed. E mod-se, pa ‘vimp gouest da gaout plijadur en-dro gant ar sonadegoù, ar mirdioù, ar sinemaioù, ar c’hoariva, hon ‘no koustiañs deus al labour brav ha pinvidik kaset gant ar re a labour e bed ar sevenadur.

Pempved poltred hon heuliadenn : Elen Rubin, animatourez sevenadurel e Daoulagad Breizh.

Pellgargañ

War ar porzh pesketañ

Ur reportaj gant ar c’hazetenner dizalc’h Gwen Melin, bet o kaout tud eus ar besketaerezh er Gelveneg un nebeut sizhunioù zo. Faotañ a rae dezhañ kompren penaos o deus en em gavet etre ar C’hovid hag ar Brexit abaoe miz meurzh 2020.

Gant Soazig Le Gall Palmer, patronez an Armement Bigouden, ha David Derrien, eil merour ar c’hoc’hu pesked er Gelveneg.

Pellgargañ

 

 

Feunteun Sant-Vaudez

podkast

Foto : Ouest-France

Tud ar gevredigezh Edern Histoire & Patrimoine o deus lakaet en o soñj renkañ feunteun gozh Sant-Vaudez (Edern). Muioc’h evit hanterkant vloaz ‘zo matrehe eo kouezet ar feunteun-se ha pemzektez ‘zo c’hoazh oa-hi goloet gant an drez. Benjamin Bouard zo bet oc’h en em gavout gant François Garland evit dezhañ kontañ deomp istor Sant-Vaudez, ha gant Germaine goude-se, ha ‘neus soñj mat-tre deus ar feunteun e-giz ma oa gwechall.


Pellgargañ an atersadenn