Laezh

Gwendal le Goff zo deuet betek studioioù Radio Kerne da ginnig deomp an diskouezadeg ‘Laezh’ en deus bet savet asambles gant al luc’hskeudennerez Maud Pelletier.
Bet int o kaout saverien saout-laezh e kumun Pouldregad a-benn gouzout piv int, ha penaos e roont stumm d’ar vro. Staliet eo o fanelloù e liorzh ti-kêr Pouldregad betek dibenn miz gwengolo.
Ha neuze e vefe ezhomm c’hoazh da ziskouez da dud o chom war ar maez piv eo an disaverien saout laezh, penaos e vez an tiez-feurm? N’eo ket gwir ma oar annezidi ar vro penaos emañ an traoù?

Pellgargañ an abadenn

Efedoù ar c’horonavirus war brogramm danvez maer-ezed Kemper

E kerzh tro gentañ an dilennadegoù kêr e Kemper e oa tremenet teir listennad gwir dezho en em ginnig en eil tro. Erruet oa kostez kostez listennadoù an tu kleiz hag an tu dehou. Gant 32% deus ar mouezhioù e voe erruet danvez maerez an tu kleiz Isabelle Assih e penn an disoc’hoù. Ludovic Jolivet, maer Quimper dibaoe c’hwec’h bloaz, a oa erruet eil nebeut war he lerc’h gant 30% deus ar mouzhioù gant e listennad deus an tu dehou. Danvez dilennadez Ar Republik o Vale (LREM) a oa erruet trede gant kazi 14% deus ar mouezhioù.

Listennad Isabelle Assih

Met evel ma ouzhomp mat zo bet darvoudoù etre an div dro. Nebeut a efedoù ‘n eus bet enkadenn ar c’hroronavirus war brogramm an div listennad gentañ. Setu da gentañ ar pezh a vez lâret gant Anna-Vari Chapalan, 11vet war listennad Isabelle Assih… Kaoz a vo ivez deus ar fed ne vefe ket bet kavet emglev ebet e Kemper etre listennad an tu kleiz hag hini an ekolojisted.

Pellgargañ an abadenn

Listennad Ludovic Jolivet

Deus tu Ludovic Jolivet e vez lakaet war wel ar pezh a zo bet graet gantañ dija e kerzh an enkañ da zerc’hel yac’h an ekonomiezh. Maryse Kolin a zo 28vet war e listennad…</p>

Pellgargañ an abadenn

Atersadennoù kaset da benn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Elina Vandenbroucke, maerez nevez an Treoù

Le Télégramme/Stéphane Guihéneuf

Tost ur miz zo eo krog respet ar vaered ha maerezed dilennet e tro kentañ an dilennadegoù kêr. Gant daou viz dale o deus gwisket o skerb maer·ez neuze met kroget int ganti da vat hag e reomp tro un toullad kumunioù e Bro Gerne evit reiñ ar gaoz dezho.
Elina Vandenbroucke, maerez nevez an Treoù-Kerne, ur barrez 1600 annezad e Bro Kemperle, zo ganeomp. Goude bezañ bet eil maerez ‘pad 6 vloaz eo deuet Elina Vandenbroucke da vezañ maerez kentañ ar gumun.
Displeg a ra deomp penaos eo deuet d’ar politikerezh lec’hel.

Pellgargañ an atersadenn