Digeriñ ur skolaj divyezhek e Douarnenez

podkastPort_DouarnenezKresket eo an niver a vugale zivyezhek e bro Douarnenez. Betek henn ez ae an darn vrasañ eus ar vugale-se eda Ziwan Kemper. Met arru poent ivez goulenn gant an akademiezh digerin klasoù divyezhek er publik er vro ha tapet zo bet krog el labour-se gant ur skipailh kerent deus skol Divyezh Pouldahu. Ur respont a zleefent kaout er sizhun eme deomp Katell Le Neures, ken prezidantez Divyezh Douarnenez.

An harellerezh diskouezet e Nikon Film Festival

LvcdqFlorian de Vos, goude bezan labouret gant ur strollad studierien, a c’hell konkourin e-touesk ar mil film bennak all war ar renk e Nikon Film Festival. Florian de Vos ha Kilian Jiot-Le Cann o deus savet ar scenario gant tri den all. Faotañ a rae dezhe diskouez un istor diwar-benn an darempredoù kriz a c’heller gouzañv er skol. Julianne Cabioch, a ra hi ar vruderezh evit ar film-se, ‘neus respontet da c’houlennoù Laetitia.

Film Florian De Vos zo da gaout dre www.festivalnikon.fr/video/2015/1245. Votiñ a c’heller ober betek ar 15/02.