Etre ki ha kazh

Hiziv un abadenn gouestlet d’ar c’hi ha d’ar c’hazh !

url2Deoc’h da zeskiñ traoù war al loened doñv-se e vo ur gronikenn war ar chas hag ar c’hizhier.
Bugale Brezhoneg in the City a laro deomp petra eo ha petra vez kavet e Enez Naoned.
Ar chas vo sujet ar gronikenn Loenig loen hag ar c’hazh hini ar gontadenn gant “Ar c’haz e karantez”

Sonerezh :
Ar gazhez hag ar c’hi – Marthe Vassallo
Do you want my purr purr ? – Poopy Cat Dolls

Euzhvil

Dimerc’her, devez ar vugale !

Skolidi Fañch Gwilhoù Douarnenez zo bet da enrollañ pozhioù war bladenn nevez ar strollad Bobby & Sue !

Bobby & Sue

Bobby & Sue

Da geñver 81añ deiz-ha-bloaz luc’hskeudenn gentañ euzhvil al Loch Ness e vo lakaet ar gaoz war istor an euzhvil e-pad ar gronikenn.

Gouestlet e vo d’ar vuoc’hig ar gronikenn Loenig Loen !

Hag evit echuiñ ur gontadenn gant ar vreudeur Grimm anvet “Ar roue glesker”.

Plijadur vo !

2d4001279aff03a22c41474b966ae521

Ar c’houignoù

Dizoloit ar fardañ kouignoù gant bugale skol-vamm Diwan Kermoguer bet er stal-vara gant ho vestrez-skol Laurence Le Berre.

Selaouit ar rekipe evit gallet fardañ ur c’houign a feson !

En abadenn Loenig Loen vo dizoloet loened tost an eil ouzh egile : ur gavr hag ur maout !
Selaouet e vo kontadenn ankenius “Saig hag ar bleiz”.
E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus T meur Naoned gant Claudie ha Liza.

Plijadur vo !

Sonerezh :
Ain’t she sweet – Enoch Light & Charleston City All-Stars
Un oto ruz – Jean-Luc Roudaut

Ma n’oc’h peus ket gallet skrivañ rekipe ar c’houign a-bezh, setu evidoc’h :

boulangerie_gonidec

Amzer : 15 minutenn da fardañ ha 55 minutenn da poazañ, met keit-se peus netra d’ober !
Ezhomm o po bugale :

  • 700g a bleud
  • 400g a sukr
  • 5 vioù
  • 2 werennad laezh (20cL)
  • 100g resin sec’h soubet barzh rhum
  • 1 ivinad holen bras
  • 1 sac’hadig goell boulañjer
  • ur moull bras ha uhel a-walc’h

Da gentañ, lakaat an amann da deuziñ ‘barzh al laezh. Goude-se, lakit ar bleud, an holen, ar vioù hag ar goell an holl asambles e-barzh ur girinad bras ha meskit. Ret eo bremañ ouzhpennañ ar meskaj kentañ, da laraet eo al laezh hag an amann. Meskit gant an daouarn.

Bremañ ‘vez golloet ar girinad gant ul lien fresk ha leuskel da ziazezañ en tommder div eurvezh pe muioc’h. E-pad an amzer-se e vez lakaet ar resin da soubañ ‘barzh ar rhum.

Ouzhpennet e vo bremañ ar sukr hag ar resins dizouret. Ret eo meskañ mat.

Posubl eo lakaat vioù war c’horre ar c’houign evit alaourañ anezhañ.

Lakait er forn 45 minutenn e Th 6 ha goude 4 minutenn da Th 4. Diwallit, arabat leuskel ar c’houign poazhañ re bell.
Kalon vat !

C’hoarioù e brezhoneg

En abadenn Deomp dei ! hiziv e zeomp da zizoloiñ c’hoarioù e brezhoneg gant skolajidi Brizeux e Kemper da-geñver sizhunvezh ar brezhoneg. Dre « Din an dorn » ha « Klask ar ger », daou c’hoari nevez krouet e brezhoneg o deus lakaet ar re yaouank da gas ur prantad plijus asambles ha deskiñ traoù liesseurt war ar memes tro.

FI-jeux-bretons
Bugale Brezhoneg in the City a lako ar gomz war Enez Naoned ha dizoloet e vo danvad al lannier gant ar gronikenn Loenig Loen !

Kontet e vo deoc’h istor “An Itron Holle“, Frau Holle zo unan eus kontadennoù ar 250px-HVogel-FrauHollevreudeur Grimm. An anv roet d’ar vaouez vojennel a ra an erc’h er broioù alamanek eo.
Plijadur vo !

Sonerezh :
Children go where 1 send you – Nina Simone
Ma ‘z out trist – Mona Jaouen