Ar gonchenn

poisson-avril-colo-bigHiziv keleier pouezus da selaou : cheñchamentoù bras a zo evit ar bugale !
En abadenn Loenig Loen ‘vo dizoloet an Nadoz Aer gant Louis, Arthur ha Clara eus Skol Itron Varia Rostren !
Selaouet e vo Odette Merrien hag he fouez-mouez brav eus Bro Fouen o kontañ deomp he c’hontadenn.
E Brezhoneg in the City ‘vo klevet kaoz eus Karter Ranzay e Naoned gant Alice hag Anissa.
Plijadur vo !

Sonerezh :
Ma zad ma mamm – Louise Ebrel
Hey tonight – Creedence Clearwater Revival

An Ankoù er ger

En abadenn-mañ vo klevet Loula, Yoann, Anouck, Alexis, Lena, Jean ha Elouan deus Skol Fañch Gwilhoù Douarnenez o lavar deomp penaos o deus sellet deus ar fallaenn ha peseurt anadennoù estlammus all o deus gwelet en oabl !

An Ankoù

An Ankoù

Da c’houde, ur ganaouenn adkavet e-barzh tiretennoù ar radio : “Ar Glav”. Krouet ha kanet 5 vloaz-so gant mestr-skol Gwenole Larvol hag e skolidi !
En abadenn Loenig Loen ‘vo dizoloet ar Vaot gant Morgane, Mauve, Amande ha Salomé deus Skol Diwan Kistreberzh !
Selaouet e vo skolajidi 5vet klas Skolaj Diwan Jakez Riou gant kontadenn ankenius “An ankoù er ger”.

Skolajidi 5vet klas Skolaj Diwan Jakez Rioù

Skolajidi 5vet klas Skolaj Diwan Jakez Rioù

E Brezhoneg in the City ‘vo klevet kaoz eus Kenseurtiezh lik skol ar Marsauderies gant Louise ha Maélie.
Plijadur vo !

Sonerezh :
Dans les prisons de Nantes – Nolwenn Leroy

Fallaenn 2015

En abadenn-mañ vo klevet Nell, Otalou, Maelys ha Gwenola Skol Diwan Tregon o lavar deomp petra rafent ma vefent prezidantez ar bed !
Da c’houde, bugale ar c’hamp vakansoù “I love roazhon” o deus ijinet loened iskis evit Loenig Loen se zo sur ! Deuit da dizoleiñ ar C’hrak-boum da skouer !
05_09_2013_eclipseDigwener vo tu deoc’h gwelet ar fallaenn war an Heol etre nav eur ha unnek eur hanter. Met arabat mont da welet an heol hep lunedoù ispisial ! Ur gronikenn diwar-benn an anadenn estlamus a zisplego deoc’h penaos e c’hoarvez ur fallaenn.
Deuit da selaou kondatenn “Mona o klask he hent”. Kompren a rit pegent pouezhus eo an ditouroù vez roet deomp war ar panelloù. Skrivet gant Julien Cornic ha treset gant Maria Menguy.

Sonerezh :
Iggy Azalea feat. Charli XCX – Fancy
Ar re yaouank – Battle Swing

Abadenn kaset gant Ninnog.

Rapunzel

En abadenn-mañ vo klevet Riwall, Vincent, Romane ha Melenn o tisplegañ penaos eo pa z’int hep o c’herent !
Da c’houde ar gontadenn “Rapunzel” ‘vo selaouet, skrivet gant ar vreudeur Grimm ha troet e brezhoneg gant Mark Kerrain.

Rapunzel ha pemp kontadenn all, Breudeur Grimm

Rapunzel ha pemp kontadenn all, Breudeur Grimm

Diwar an istor-se eo bet savet an dresadenn-vev “Raiponse” graet gant ar studioioù Disney, selaouit evit gouzout hiroc’h.
Klevet ‘vo bugale Brezhoneg in the City o tispleg deomp petra eo an FC Naoned !
Evit echuiñ ‘vo dizoloet Ar Vuzhugenn e-pad Loenig Loen.
Abadenn kaset gant Katell ha Ninnog.

Tresadenn-bev Raiponce

Tresadenn-vev Raiponce