Hiziv un abadenn gouestlet d’ar c’hi ha d’ar c’hazh !
Deoc’h da zeskiñ traoù war al loened doñv-se e vo ur gronikenn war ar chas hag ar c’hizhier.
Bugale Brezhoneg in the City a laro deomp petra eo ha petra vez kavet e Enez Naoned.
Ar chas vo sujet ar gronikenn Loenig loen hag ar c’hazh hini ar gontadenn gant “Ar c’haz e karantez”
Dizoloit ar fardañ kouignoù gant bugale skol-vamm Diwan Kermoguer bet er stal-vara gant ho vestrez-skol Laurence Le Berre.
Selaouit ar rekipe evit gallet fardañ ur c’houign a feson !
En abadenn Loenig Loen vo dizoloet loened tost an eil ouzh egile : ur gavr hag ur maout !
Selaouet e vo kontadenn ankenius “Saig hag ar bleiz”.
E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus T meur Naoned gant Claudie ha Liza.
Plijadur vo !
Sonerezh : Ain’t she sweet – Enoch Light & Charleston City All-Stars Un oto ruz – Jean-Luc Roudaut
Ma n’oc’h peus ket gallet skrivañ rekipe ar c’houign a-bezh, setu evidoc’h :
Amzer : 15 minutenn da fardañ ha 55 minutenn da poazañ, met keit-se peus netra d’ober !
Ezhomm o po bugale :
700g a bleud
400g a sukr
5 vioù
2 werennad laezh (20cL)
100g resin sec’h soubet barzh rhum
1 ivinad holen bras
1 sac’hadig goell boulañjer
ur moull bras ha uhel a-walc’h
Da gentañ, lakaat an amann da deuziñ ‘barzh al laezh. Goude-se, lakit ar bleud, an holen, ar vioù hag ar goell an holl asambles e-barzh ur girinad bras ha meskit. Ret eo bremañ ouzhpennañ ar meskaj kentañ, da laraet eo al laezh hag an amann. Meskit gant an daouarn.
Bremañ ‘vez golloet ar girinad gant ul lien fresk ha leuskel da ziazezañ en tommder div eurvezh pe muioc’h. E-pad an amzer-se e vez lakaet ar resin da soubañ ‘barzh ar rhum.
Ouzhpennet e vo bremañ ar sukr hag ar resins dizouret. Ret eo meskañ mat.
Posubl eo lakaat vioù war c’horre ar c’houign evit alaourañ anezhañ.
Lakait er forn 45 minutenn e Th 6 ha goude 4 minutenn da Th 4. Diwallit, arabat leuskel ar c’houign poazhañ re bell. Kalon vat !