An dazont

… hag ur sandwich robod !
Gant Morgane ha Glenn !

An atersadenn : Aet eo Glenn daved skolajidi divyezhek skolaj Brizeux e Kemper evit goulenn diganto o soñjoù diwar-benn an dazont.

Sonerezh : Domo arigato Mr.Roboto gant ar strollad Styx hag an eil : Arcades gant C2C.

Keleier ar vugale : Morgane a gaozeo deoc’h diwar-benn arloadoù (applications) nevez a c’hell sikour ar gerent da verañ o bugale, pelec’h emaont, piv o deus galvet ha memes lazhañ an hezoug ma ne vez ket respontet gant ar vugale…

Ar rekipe : Ur robod sandwich deuet eus an dazont evit bezañ debret ! Selaouit ouzh an abadenn evit gouzout penaos ober !

DD_robot

Peñse an Titanik

… hag al livañ !
Gant Glenn ha Lou !

Adkavet e vo ‘barzh an abadenn:

Bugale skol Diwan Paris (eh ya!) hag a gonto deomp un tamm eus istor peñse an titanik.

Sonerezh : Les VRP gant ur ganaouenn fentus… a gomz eus ur vag…

An abadenn Loenig Loen : Grafitioù loened a gaver e ker Roazhon, dizoloomp peseurt re gant Rozenn.DD_gwireg

Ur gontadenn a vo klevet ivez : Istor Gireg, al livour bihan…

Hag ar rekipe : Desket e vo penaos fardañ genaouadoù (bouchée) kourjetez ha feta ivez !

DD_bouchees-courgette-et-feta

Breudeur ha c’hoarezed

Breudeur ha c’hoarezed…
… ha verinoù kiwi fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos !
Graet gant Katell ha Glenn !

Hiziv e vo klevet skolidi skol divyezhek Pouldavid o vezañ aterset gant Glenn evit gouzout penaos e ya en dro er ger gant ar vreudeur hag ar c’hoarezed…

A hend all e vo klevet tri zon : Jungledance tennet eus levr ar janglenn

An eil: Liliwood gant Prayer in C

An trede a vo ret deoc’h selaoù an abadenn, ur ganaouenn tennet eus albom nevez Jakez ar Borgne, ar ganaouenn a zo anvet Un ton torr-penn.

Mod all e vo desket ur rekipe nevez ivez : Verinoù kiwi ha fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos !