Abadenn Nedeleg
Salud deoc’h bugale ! Hiziv evel bep bloaz hon eus fardet deoc’h un abadenn ispisial evit Nedeleg. Da gentañ tout ‘vo pellgomzet d’an Tad Nedeleg ha goude-se neuze ‘vo kontet ur gontadenn deoc’h, Roue ar Gouañv he anv.

Moutig hag Arc’h Noe
Div lodenn a vo d’an abadenn hiziv ! Da gentañ tout ‘vo klevet un tamm abadenn bet fardet gant Radio Kemper, ur radio bet krouet gant skolajidi Brizeux (Kemper), asambles gant o c’helenner Pierre-Yves Kersulec. Ha goude-se ‘vo lennet deoc’h ur gontadenn bet savet diwar levr Moutig hag Arc’h Noe, gant Yann-Ber Kemener hag Anna Magron.
Ar c’hafe
Penaos vez graet kafe ? Deus pelec’h teu ar c’hafe vez evet amañ e Breizh ? Pevare oa komañset an dud d’eviñ kafe ? Deuit ganeomp, bugale ! Ni zisplego deoc’h !
Halloween
Evit sizhun ziwezhañ miz-Here hon eus fardet un abadenn ispisial deoc’h ‘giz boaz : an abadenn Halloween. Ya, peogwir ar bloaz-mañ ‘zo deuet un den-bleiz d’ar radio !