Politikerezh ar c’humunioù bord ar mor

podkast

Porzh Leskon

A-benn nebeut tre bremañ e vo dalc’het an dilennadegoù kêr e bro C’hall. Un digarez eo evitomp dont en dro war an tachennoù politikel m’en eus ar c’huzul kêr ar galloud da zegas cheñchamantoù. Abadenn an Divskouarn o nijal hiriv a vo strisaet war ziv gumun, kumunioù deus bord ar mor, Pornaleg-Leskon e Bro Vigoudenn hag hini Gwaien er C’hab. Pep kumun a zo gant he ferzioù dibar, hag ar re bord ar mor na dalont ket deus ar memes kudennoù ha re an douaroù. An eil-dier, an dud o koshaat er c’humunioù bord ar mor gant an dud war o leve o tont da chom eno, ar sevel tier ha gwarez an douaroù labour-douar, a zo temoù kizidik war an aodoù. Mez ur bern sujedoù all a vo lakaet ar gaoz warno ivez.

Asambles gant :
Laurence Berr, eil-maerez en karg deus ar sevenadur ha deus glad ar mor hag ar maezioù e kumun Pornaleg-Leskon.
Gurvan Kerloc’h, dilennad en tu-enep e kumun Gwaien-an Eskivien.


Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, ha skignet d’an 8 a viz Meurzh 2020.

An UDB en dilennadegoù-kêr

podkast

Emañ al listennadoù politikel davaat o vezañ resisaet tamm ha tamm ac’hann d’an dilennadegoù kêr. Chom a ra ur mizvezh hanter a-raog an deiziad ma vo gwiriekaet roll ofisiel an dud o kabaliñ evit merañ ar c’humunioù. Amzer d’an dud eskemm, da c’houzout gant piv, gant peseurt strolladoù, pe gant peseurt tuioù politikel emaint gant ar soñj kenlabouriñ. Izili an UDB, Unvaniezh Demokratel Breizh, o vezañ gant ar c’hoant bezañ dilennet, a vo kavet dre vraz war listennadoù tud an tu kleiz pe ekologour.
Maksim Touze, deus ar strollad UDB Kornog Kerne, a vo eñ war listennad an tu kleiz e Douarnenez : “Douarnenez, Douar Keodedour”. Emañ deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Skignet d’an 20 a viz Genver 2020.


Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, ha skignet d’an 20 a viz Genver 2020.