Selaouit an abadenn Flik ha folk, un abadenn diwar-benn ar sonerezh folk hiziv an deiz hag en amzer dremenet hag eus pep lec’h er bed.
Category: Flik ha folk
Flik ha Folk #7
Setu hoc’h abadenn muiañ karet, evel-just, Flik-ha-Folk war Radio Kerne-Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha bluegrass.
An abadenn-se a vo gouestlet d’ar blues ha dreist-holl da strolladoù blues a vez kavet ‘ba Breizh hag a vo da ziskoachañ ha da selaou outo war leurennoù Breizh un deiz bennak marteze pa vo aet kuit ar sapre Covid-se !
Ma, evit poent, azezit en ho kador rodek muiañ karet. Prest ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Flik ha Folk #6
Setu adkroget eo hoc’h abadenn muiañ karet, Flik-ha-Folk war Radio Kerne-Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha bluegrass.
Klasket ‘vo, a-hed ar bloaz, lakaat ac’hanoc’h d’ober anaoudegezh gant tonioù ha sonioù a bep seurt c’hoazh.
Hag evit ar 6vet abadenn e vo selaouet ouzh tonioù folk, blues pe bluegrass eus un tamm pep lec’h.
1- Bert Jansch – Needle Of Death
2- The Petersens – Jolene
3- Ray Charles – What I’d Say
4- Zora Young – Brain Damage
5- George Harrison – My Sweet Lord
6- First aid Kit – My silver lining
Flik ha Folk #5 : Ar Bluegrass
Evit abadenn diwezhañ ar bloaz-mañ e vo kaoz eus ar bluegrass, ur stil ne vez ket anaet gant kalz a dud. Hag ouzhpenn-se, tonioù deus pep-lec’h : Breizh, Franche-Comté, Stadoù-Unanet, Gwadloup ha Bro-Ganada ! Prest ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
1- Kerouze – Claude Besson
2- Bondze Heidi – bily Fumey
3- It’s better to have it – Barbara Lynn
4- Mo Jodi – Delgres
5- Cotton Eyed – Bill Monroe
6- The Dead South