Ar galaksiennoù (1/4)

podkast

Ar galaksiennoù

Kozh-Noe eo ar galaksiennoù, met ne ra ket ken pell-se ‘anveomp anezho. An hini kentañ ‘neus gwelet ur galaskienn all a oa Edwin Hubble er bloavezhioù 1920, met hennezh ‘noa ket komprenet diouzhtu petra oa. Met bremañ, kant vloaz goude, ‘anveomp kalz muioc’h a draoù war ar galaksiennoù, ken omp bet gouest da gompren penaos int deuet war-wel. Dominique Merrien ‘zo ‘vont da gontañ tout an dra-se deomp, asambles gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ ar gronikenn

An oabl don (4/4)

podkast

An oabl don

A-bep seurt stered a gaver en oabl don. Lod zo bras, lod zo bihan, evel hon noa lâret deoc’h ar sizhun baseet. Ha n’int ket stabil, ur steredenn n’hall ket chom e-giz-se evit ar wech tout ! Ur wech vo debret tout ar gaz zo e-barzh ar steredenn, honnezh cheñcho c’hoazh ! Ar giz-se a teu war-wel traoù droll a-walc’h, evel ur « supernova », ur « pulsar » pe c’hoazh un « toull du » ! Dominique Merrien zo c’hoazh asambles gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ ar gronikenn

An oabl don (3/4)

podkast

An oabl don

Ar stered n’int ket tout heñvel an eil re deus ar re all. Lod zo bihan, lod zo bras, ha lod all zo tommoc’h evit ar re all. Cheñch a ra o liv hervez o oad ivez, kar seul-vuiañ kozh eo ar stered, seul-vuiañ yen int sañset. Met bez ‘zo lod all c’hoazh hag a zo chomet gaz pe poultrenn en-dro dezho. Ha gant an re-mañ neuze ‘zo chañs marteze da gaout planedennoù nevez ! Dominique Merrien a zo ‘vont da lâret deomp penaos ya en-dro, asambles gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ ar gronikenn