Ar galaskiennoù (3/4)

podkast

Ar galaskiennoù

N’omp ket deuet a-benn da gompren c’hoazh penaos ya ur galaksienn en-dro gant ar stered a zo e-barzh. Treiñ a ra ar galaksiennoù met n’ouzer ket perak. Lod lâr a c’hallfe bezañ efed an dañvez du (« matière noire »), met pezh eo den ne oar petra eo an dra-se ken nebeud ! Dominique Merrien zo asambles gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ ar gronikenn

An oabl don (4/4)

podkast

An oabl don

A-bep seurt stered a gaver en oabl don. Lod zo bras, lod zo bihan, evel hon noa lâret deoc’h ar sizhun baseet. Ha n’int ket stabil, ur steredenn n’hall ket chom e-giz-se evit ar wech tout ! Ur wech vo debret tout ar gaz zo e-barzh ar steredenn, honnezh cheñcho c’hoazh ! Ar giz-se a teu war-wel traoù droll a-walc’h, evel ur « supernova », ur « pulsar » pe c’hoazh un « toull du » ! Dominique Merrien zo c’hoazh asambles gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ ar gronikenn

Ar galaksiennoù (1/4)

podkast

Ar galaksiennoù

Kozh-Noe eo ar galaksiennoù, met ne ra ket ken pell-se ‘anveomp anezho. An hini kentañ ‘neus gwelet ur galaskienn all a oa Edwin Hubble er bloavezhioù 1920, met hennezh ‘noa ket komprenet diouzhtu petra oa. Met bremañ, kant vloaz goude, ‘anveomp kalz muioc’h a draoù war ar galaksiennoù, ken omp bet gouest da gompren penaos int deuet war-wel. Dominique Merrien ‘zo ‘vont da gontañ tout an dra-se deomp, asambles gant Benjamin Bouard.


Pellgargañ ar gronikenn