Naoned e Live ! Grit anaoudegezh gant arzourien hag arzourezed ar vro !
Rock, folk, elektro, tonioù rap pe jazz. Gwezh ar miz e kinnigomp deoc’h un eurvezh sonadeg enrollet en hor studioioù.
Naoned e Live ! Grit anaoudegezh gant arzourien hag arzourezed ar vro !
Rock, folk, elektro, tonioù rap pe jazz. Gwezh ar miz e kinnigomp deoc’h un eurvezh sonadeg enrollet en hor studioioù.
Last Station ‘zo ur pevarad arzourien ha sonerien binviji kordennet. 2 c’hitar folk, ur gitar tredan, ur gourbiolin, ur vandolinenn hag ur ukulele tro-ha-tro moumounet pe gwallgaset gant Patrice, Aurelien, Stephane ha Natacha. Un aergelc’h Americana Music, ur mesklaj Country, Rock ‘n Roll, Bluegrass, Hillbilly, Swing, Old Time, Folk. Kaset da benn gant pevar forban en em gavet asambles war kae un ti-gar.
Da 7 vloaz e komañs Sadbh gant ar gitar, stummet anezhi gant ur bluesman. A-hed ar bloavezhioù e tesk kanañ. Hag en em gav da 14 vloaz asambles gant Cyril, soner gitar boud, ha Joé, paotr an taboulinoù, da sonaozañ. E 2016 e oa ganet ar strollad Good Bad & Young.
E korf 3 bloaz e vo bouetet o sac’h kanaouennoù hag o hollved. Kemer a ra perzh an triad e festivalioù evel : “L’ecaussystème”, Quartier d’été”, “Les trolls en folie”, “Le roi Arthur” pe c’hoazh “La flume enchantée”. Pignet war al leurenn gant arzourien liesseurt evel : “Vanupié”, “La Ruda” ha “Les Ramoneurs de menhirs”. Ar strollad Good Bad & Young douget gant mouezh e ganerez Sadbh, a embann e bladenn gentañ “Atrium” e deroù 2020.
Levezonet gant ar blues, ar rock met ivez tonioù a Vro-Iwerzhon, Good Bad & Young a lak ac’hanomp da veajiñ en ur bed folk-rock lec’h m’en em lak ar gitar akoustek hag ar c’hensoniezh-mouezh mesk-ha-mesk gant nerzh ar gitar boud hag an taboulinoù.
Good Bad & Young ‘zo ur strollad eus ar remziad kanerien ha kanerezed rendaeler, evit an diorren padus, enep sistem ha difennourien galloudoù mab-den ! An testennoù skrivet gant Brid Ni Chonghaile a zeskriv troioù ar gevredigezh a-vremañ hag istorioù tragek met kement-se livet bepred gant barzhoniezh ha spi.
Teoran a dalv harzoù e gouezeleg Iwerzon. Da gentañ tout eo Teoran ur gejadenn, un istor mignoniezh, un istor familh zoken. Kejadenn tri soner a Vro-Glison : Mathieu Jutel paotr e c’hitar bout, Erik Kemp kaner ha soner gitar anezhañ ha Babasse azezet war e gefig koad da reiñ lusk d’an tonioù, gant e gajòn !
Ha pa vefe tonioù adtapet pe kompozet ganto, kanaouennoù Eric a gont e istor : e vuhez kent e Belfast hag ar stourm a-enep d’ar Saozon, ar c’hleñved, ar beajoù war vag a-hed ar stêrioù. Abaoe 4 bloaz bremañ e vez levezonet Bro-Naoned gant Teoran hag e sonioù a Vro-Iwerzhon. Eus o c’hav pleustriñ e Klison da ganol Naoned Brest bageet war-vourzh ur gobar e oant chomet a-sav e Gwenvenez-Penfaou e 2019 da zigeriñ festival Cours et Jardin. En un davarn ha n’haller ket tremen e-biou. An Tempo.