Da 11e30 deus al Lun d’ar Gwener war Radio Kerne e Naoned, Naoned hon eus ! Kronikennoù, atersadennoù ha titouroù deus Breizh Uhel.
Category: Naoned ‘meus
Buhez Bro-Naoned : Ar gompagnunezh Aramis
Ar gompagnunezh Aramis ‘zo ur gevredigezh hag a ginnig stajoù dañs evit an dud nammet hag ar re n’int ket. He fal, dizramaekaat selloù an dud war gwanderioù. Ouzhpenn aozañ atalieroù e kinnig Aramis stummañ animatourien·ezed, dezho da zeskiñ merañ an embregerezh korf gant an holl.
Marianne he deus bet c’hoant gouzout un tamm muioc’h diwar o fenn. Kontañ a ra pep tra deomp diwar-benn ar gevredigezh Aramis.
https://aramisdansehandicap.fr/les-ateliers/index.html
Poltred gant : Luc Bonaldi
Buhez Bro-Naoned : Ar gevredigezh Rien qu’un chromosome en +
Marianne a glask bepred gouzout hiroc’h war ar pezh ar c’hoarvez e Bro-Naoned. Bet eo o toullañ kaoz gant Elodie a zo perzh eus ar gevredigezh Rien qu’un chromosome en + ! Displegañ a ra deomp petra a ra ar gevredigezh evit skoazell an dud o deus bugale trizomek. Ur sikour melestradurel, alioù fur, met dreist-holl e sikour ar gevredigezh an darempredoù etre tud ar vugale, dezho da eskemm asambles war an diaesterioù hag ar perzhioù mat. Sed aze eskemmoù a-bouez !
Buhez Bro-Naoned : An OSH (Office des Sports Herblinois)
An OSH (Office des Sports Herblinois) zo ur gevredigezh. Ober a ra war-dro kevreañ ha kenurzhiañ kluboù sport Sant-Ervlan asambles gant an ti-kêr. Abaoe 13 vloaz e vez aozet un darvoud bras gant an OSH : ATLANTISPORT ENVIRONNEMENT ! Ur sulvezh gouestlet d’ar sport, d’ar redadegoù war droad, war varc’h-houarn, war botoù-ruilh… Digor eo d’an holl d’an dud yac’h koulz ha d’an dud nammet dre an obererezhioù handisport. Marianne he deus klasket gouzout un tamm hiroc’h diwar-benn ar gevredigezh gant he frezidant Etienne Pauvert.