Pelec’h eo ganet an Homo Sapiens kentañ ?

podkast

Penn un Homo Sapiens (tu kleiz) ha penn un Neanderthal (tu dehoù)

Pelec’h eo ganet an Homo Sapiens kentañ ? Betek-henn ‘soñje d’an añtropologourien ‘vefe deuet war-wel marteze e reter Afrika. Met e 2019 ‘oa bet embannet ur studiadenn nevez gant ar brofeserez Vanessa Hayes, deus skol-veur Sydney, ha ‘deus studiet istor jenetik an Homo Sapiens.


Pellgargañ ar gronikenn

Sklaved al Liberia

podkast

Merc’her liberian e 1910

N’eus ket kalz a vroioù en Afrik ha n’int ket bet kolonizet gant an Europeaned e-doug an XIXvet kanvted. Unan deus ar re-se, al Liberia, a oa bet krouet gant an Amerikaned e 1847, peogwir ‘faote dezho kas o sklaved zu liberet eno. Met ar re-se ne oant ket bet pell o adsevel memes sistem evel o doa anveet en Amerik, ha sklaved a oa bet c’hoazh betek ar bloavezhioù 1930.


Pellgargañ ar gronikenn

Ar c’heteg

podkast

Ar c’heteg

Ne chom ket kalz tud ken hag a oar ar mod da safaret keteg, pas muioc’h evit ugent den marteze, e kreiz ar Siberi, war vord ar stêr Ienisseï. Met poent eo studiañ anezhañ, kar serten yezhourien zo deuet a-benn n’eus ket a-bell da renkañ anezhañ e-barzh rummad ar yezhoù na-den. Yezhoù hag a vez klevet pell aleshont, en tu all d’ar mor : en Alaska !


Pellgargañ ar gronikenn

Venuzed ar Paleolitik

podkast

Labour Leroy McDermott

Un tammig partout en Europ, ha beked ar Siberi memes, ‘zo bet kavet en-dro statuigoù merc’hed noazh, pep hini gant ur pezh kôf ha cheltrennoù bras. “Venuz paleolitik” a zo bet graet deuzouto gant an istorianed, met n’ouzer ket c’hoazh petra veze graet ganto gwechall-gozh, na petra int sañset da reiñ da welet.


Pellgargañ ar gronikenn