RE BELL GANTI 18 a viz kerzu 2020

Derc’h eo bet staget banniel Breizh war ti-kêr Naoned, un darvoud gortozet dibaoe pell gant an holl. Arno Mahe o chom e Naoned hag ezel en UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh) a lar deomp hiroc’h.
An ali lenn:Cheveux au vent (istor ar foot e Breizh, Per Mins-Pegailh)
KONOGAN
Er mare-mañ e vez ispisial ar vuhez evit an holl, gant ar reolennoù lakaet e plas da stourm enep red ar virus kurunenn. Ha pep hini e vev an traoù en un doare disheñvel. Tunvezh Gwlagen-Grandjean ‘n eus ar chañs da gaout ar soner Konogan an Habask deus ar pellgomz, da c’houzout penaos e kase e labour da benn. Soner bombard, binioù pe c’hoazh pib-ilin eo Konogan an Habask, hag e penn ar strollad Pevarlamm, da skouer.
A-bennisadorn e vo Konogan an Habask o seniñ, war internet ! Er siber-fest-noz e vo eñ gant e gomper Bernard Bizien deus ar gitar. Asambles e vo eno gant strolladoù braz all, evel hini Denez Prijant pe hini Jean-Charles Gwichen, ar strolladoù Arvest, O’Tridal, pe c’hoazh Yann-Ewen L’Haridon.
Hag ur poent war Taol Kurun diouzhtu gant Fanny Chauffin, eus ar gevredigezh Féa ha e aozañ ar Festival Taol Kurun. Eizhtez zo o doa resevet 600 haïku dija…

Pellgargañ

 

 

Re Bell ganti 17 a viz Kerzu 2020

Yolande Tirilly a vo en abadenn an DON a-benn disadorn. Livourez eo, desket he deus peñturiñ pa oa aet war he leve un nebeut a vloavezhioù ‘zo bremañ. A-bep seurt livadennoù a ra, pe gant liv ha dour (aquarelle) pe gant peñtur-eoul (peinture à l’huile). Ul levr he doa embannet e 2015 memes, da ziskouezh he labour d’an dud. Benjamin Bouard a zo bet ‘n’im gavet asambles ganti e Pouldregat, e-kichenn Douarnenez.
UL LEVR, UN OBEROUREZ
‘Olive Kitteridge’, gant Elizabeth Strout
BARZHAZ
Hudu e vo lakaet ar gaoz e-barzh ar gronikenn Barzhaz diwar-benn ur romant nevez deuet maez gant An Alarc’h Embannadurioù. « Ar re vrizhellet », un droidigezh kaset da benn gant Herve ar Beg, ur vouezh anavezet mat gant selaouerien ar radioioù brezhoneg…hag ur bluenn ivez, da dreiñ oberenn ar skrivagner deus Iwerzhon, Hugo Hamilton. Emañ Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg asambles gant Tomaz Laken

EL MAOUT, GUTAMA
Bet on o kaout El Maout pa dro ur c’hlip nevez dre internet, bet savet da vont gant ar ganaouenn ‘Gutama’

METEO….

Ar c’heleier gant Tunvezh Vloaguen…
Peseurt mod ‘vez lâret 2020 12 17 Fonologiezh ar brezhoneg 16
Dalc’homp c’hoazh gant fonologiezh ar brezhoneg hag ar mod ‘vez lusket ar frasennoù e brezhoneg. Tammoù traoù a zo da lâret c’hoazh, e-giz lakomp ar mod ‘vez lakaet bogalennoù ouzhpenn e-barzh serten komzoù, da aesaat ar gaoz.Youenn Wloegen zo c’hoazh deus mikro Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.
AR GOMISION DA VREZHONEGAN KEMPER EN-DRO
Gant kêr Gemper emañ ar c’hoant da sevel «komisionoù tra-kêr», a-benn d’an dilennidi gellet labourat gant ar c’hevredigezhioù war sujedoù ‘zo. Diriaou tremenet zo bet votet krouidigezh ar gentañ komision gant ar c’huzul kêr, an hini hag a denno da yezh ar brezhoneg. Anna-Vari Chapalan, kuzulierezh kêr en karg deus yezh ar brezhoneg ha deus al liested, a zo deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

 

Pellgargañ

Re Bell b’an ti Merc’her 16 a viz Kerzu

podkast

Re Bell b’an ti Merc’her 16 a viz Kerzu

Re Bell b’an ti Merc’her 16 a viz Kerzu

Tangi Poisson, dre bellgomz gant Maïna, Sterenn hag Enora, merc’hed yaouank deus skolaj Diwan Sant-Ervlan, enrollet e-doug un atalier radio renket gant Radio Naoned.
Dominique Merrien en-dro, da safaret deomp deus an traoù zo da welet en oabl da noz.
Alan Kloareg, prezidant RKB, dre bellgomz gant Tunvezh Wloegen, da gontañ deomp pezh oa c’hoarvezet d’ar radio ar sizhun baseet, pa oa bet tud o klask dont tre e-barzh o studioioù e Sant-Nigoudem hag e Rostren.

Kronikennoù : Tennit o Anal / Buhez Bro an Naoned / Kronikenn Yec’hed / Kronikenn ar Babigoù

Keleier gant Erwan Blanchard


Pellgargañ an abadenn