Jean en Aljeri

podkast

Jean hag e wreg Monique (foto : Ouest France)

Tri-ugent vloaz ‘zo ‘oa sinet ar peoc’h etre ar Frañsizien hag an Aljerianed e Evian. Ne chom ket kalz a dud ken hag o deus anveet ar brezel-se. Diaes a-walc’h eo da lod kontañ deus ar pezh o doa gwelet du-hont, kement-all a vizer evel m’o doa bet eno.

Jean Thomas zo ganet e Plovan, e-lec’h ma oa o talc’hen ur gigerezh asambles gant e vamm a-benn ‘oa kroget ar brezel en Aljeri. Ne oa ket sañset mont di da zigentañ, met bloaz oa chomet en Aljeri memestra, a-raok dont d’ar gêr en-dro. Kiger e rejimant ‘oa-eñ, hag ar giz-se neuze ‘c’halle reiñ muioc’h a voued d’ar brizonerien aljerian.


Pellgargañ an abadenn

Lors er C’hanada

podkast

Douar Baffin

Lors Dreo zo ganet e Sant-Toz. Goude bezañ bet o labourat e Karaez ‘oa graet e soñj gantañ da vont d’ar C’hanada da gavout labour eno, er bloavezhioù 1950. Bet eo bet o labourat un tamm partout. O tastum legumaj pe leurnez eo bet e-kichenn Montréal, bet eo bet o labourat en ur restaorant pe c’hoazh e-barzh un uzin kirri-nij. Hag ambochet eo bet memes evit mont d’an Norzh da labourat, e douar Baffin, en tu all d’ar c’helc’h artik. Kontañ a ra tout an dra-se deomp hiziv.


Pellgargañ an abadenn

Gilles Goyat – An douar hag an dud

podkast

(foto : Skol Vreizh)

Bet eo bet Benjamin Bouard e Plozeved oc’h en em gavout asambles gant Gilles Goyat, evit dezhañ safaret deomp deus e levr nevez : Plozévet : la terre et les hommes – An douar hag an dud, embannet gant Skol Vreizh. Gilles Goyat en deus studiet ar c’hadastr kozh, bet savet e Plozeved e 1828. Renablet en deus an anvioù a vez kavet war e c’horre (anvioù ar c’hêrioù, anvioù ar meneier … ha dreist-holl anvioù ar parkeier), evit klask kompren petra o deus da welet gant istor ar vro ha buhez an dud gwechall-gozh.


Pellgargañ an abadenn

If en Aljeri

podkast

(foto : Mémoires des Hommes)

E miz-Kerzu 2021 ‘oa graet e soñj gant ar prezidant Emmanuel Macron d’ober koñje d’an istorianed da zigeriñ dielloù ‘zo deus brezel an Aljeri. N’eus ket amzer da goll, peogwir ne chom ket kalz a dud ken hag o deus anveet ar brezel-se. Diaes a-walc’h eo da lod kontañ deus ar pezh o doa gwelet du-hont, kement-all a vizer evel m’o doa bet e-pad o amzer-servij.

Yves Le Gac, maer kozh Ploneve, a pa bet oc’h ober e goñje en Aljeri etre 1956 ha 1958. Kontet en deus da Benjamin Bouard penaos oa an traoù eno.


Pellgargañ an abadenn