Labour ar merc’hed gwechall

podkast

Bretonezed o welc’hiñ dilhad er stêr (1958)

Hiziv emaomp e Kerien, asambles gant Simone Fer, evit kontañ deus labour ar merc’hed war ar maez gwechall. Tenn ‘oa al labour gwechall, met evit ar merc’hed oa marteze un tammig stertoc’h c’hoazh : ar merc’hed ranke mont da c’horo ar saout, ober war-dro ar vugale, gwelc’hiñ an dilhad ha fardañ boued da heul, ha mont d’ar park da sikour ar baotred goude-se. Simone a gonto deomp deus he familh ivez, ha deus Kervariet, e-lec’h m’emañ o chom evit ar wech.


Pellgargañ an abadenn

N’emaomp ket e Rosporden !

podkast

N’emaomp ket e Rosporden !

Bet omp bet e Kernevel oc’h en em gavout asambles gant Anne-Marie hag Alain Boëdec. Ganet int o-daou e Kernevel, met n’int ket ganet e Rosporden ! A-benn neuze ne oa ket bet staget c’hoazh parrez Kernevel deus komun Rosporden : e 1974 ‘oa bet graet, goude ma oa votet al lezenn Marcellin e 1971. Met mont a rae tud Kernevel da Rosporden da gavout labour memestra, na posubl oa c’hoazh ur bern plasoù e Kernevel gwechall. Anne-Marie hag Alain a gonto o soñjoù deomp neuze, amzer o yaouankiz hag ar cheñchamañchoù bras zo bet e Kernevel abaoe ar brezel.


Pellgargañ an abadenn

‘Oa ket ar mare da Vont da Vrest !

podkast

Brest, e miz-Gwengolo 1944

Jos Taro, paotr Loktudi, omp bet o welet en-dro adarre, hag an taol-mañ ‘neus bet c’hoant da gontañ deomp deus ar brezel diwezhañ. A-benn neuze ‘oa-eñ re yaouank evit bezañ mobilizet, ne oa ken unnek bloaz pa oa diklaret ar brezel. E vreudeur n’o doa ket bet kement-all a chañs : kaset ‘oant bet d’en em gannañ e 1940, ha prizoniet ‘oant bet e-pad pemp bloaz en Alemagn goude-se.

D’ar mare-se ‘oa tud Jos o talc’hen douar e Forest-Fouen, hag bec’h ‘oa bet er vro gant an Almañted hag ar Rezistañs. Kontañ a raio deomp deus ar bombardamañchoù e Brest ivez, ha deus ar Vrestiz a teue da glask repu e Fouen. Kontañ a raio deomp deus istor e vreur, Yvon, a oa bet oc’h en em gannañ e Dunkerque, a-raok bezañ kaset d’an Alemagn da labourat.


Pellgargañ an abadenn

Troc’hañ lann diwar-c’horre Karreg an Tan

podkast

Karreg an Tan

Hiziv emaomp asambles gant Henri Dreau e Gwezeg. Ganet eo er barrez, kostez ar menez, e-lec’h ma oa e dud o talc’hen douar e-kichenn Karreg an Tan. Ur bern traoù ‘neus da gontañ deomp : penaos veze troc’het lann gwechall diwar-c’horre ar menez ha da betra servije goude-se ; penaos veze dispartiet en ur mod ar re baour hag ar re binvidik e Gwezeg ; ‘blam da betra eo bet anvet “Karreg an Tan” e-giz-se. Kaozeet ‘vo un tammig deus e vuhez ha deu e vicher gentañ, a-benn oa-eñ o labourat e Kramp al Labour-Douar er Morbihan.


Pellgargañ an abadenn