E parrez Langoned

podkast

Denis Bozec (foto : Radio Kerne)

Hiziv emaomp e Langoned, asambles gant Denis Bozeg. Langoned zo e departamant ar Morbihan, met n’emañ ket e Bro-Gwened ! E Bro-Gerne emañ atô, eus an tu-mañ d’ar stêr Ele hag a ra an disparti etre Langoned ha Ploure, hag etre Bro-Gerne ha Bro-Gwened. Asambles gant Denis neuze ‘vo graet tro parrez Langoned da gentañ, ha goude-se ‘vo graet div droiad all, unan e Breizh-Uhel, evit deskiñ ar mod da gaozeal gallaoueg, hag eben en Almagn, e-lec’h oa bet kaset Denis d’ober e goñje.


Pellgargañ an abadenn

Deskiñ brezhoneg ar bloavezhioù 60

podkast

Yeun ar Gow (foto : Riwanon Kervella)

Anne-Marie Gloaguen ‘deus klevet brezhoneg en-dro dezhi abaoe atô. He zud a ouie brezhoneg mat-tre, met evel ur bern Bretoned all o deus kavet gwelloc’h deskiñ galleg dezhi da gentañ. Met Anne-Marie a faote dezhi deskiñ brezhoneg memestra !

Benjamin Bouard a zo bet e Langoned oc’h en em gavout asambles ganti, evit dezhi kontañ dezhañ penaos oa-hi krog da zeskiñ brezhoneg er bloavezhioù 1960. Kaozeet ‘vo dreist-holl deus an dud o deus sikouret anezhi da zeskiñ ar muiañ, tud evel Loeiz Ropars, Marc’harid Gourlouaen pe c’hoazh Yeun ar Gow. An dra-se ‘vo un digarez d’ober un droiad e bed ar brezhoneg er bloavezhioù 60 ha 70.


Pellgargañ an abadenn

Oran, 1957

podkast

© Getty / Sygma/Danièle Darolle

Thérèse Buff zo ganet e Terrug, met a-benn oa-hi dimezet d’he gwaz ‘oa aet asambles gantañ d’an Aljeri da chom, e Oran, er bloavezh 1957. A-benn neuze ‘oa komañset ar brezel dija, met Thérèse n’eo ket bet maleürus eno. E Oran ne veze klevet kaoz deus ar brezel nemet gant ar post-radio d’ar mare-se ha n’eo ket chomet pell a-walc’h evit gwelet an traoù o vont da fall. Met ne oa ket bet pell oc’h en em rentiñ kont memestra pegen stert ‘oa an traoù evit an Aljerianed, ha penaos ‘oa an dud o veviñ pep hini deus e du : ar “Vuzulmaned” deus an tu, hag ar Frañsizien deus an tu all.


Pellgargañ an abadenn

Fin ar bloaz e Terrug

podkast

(Foto : © Florence Malésieux)

Miz-Du ha miz-Kerzu a zo mizioù trist. Teñval ha yen eo an amzer ha krog an devezioù da verraad, an dra-se zo kaoz sur a-walc’h eo bet graet “ar mizioù du” deuzouto. Met gwechall ne oa ket ken trist ha se pa teue fin ar bloaz, dreist-holl da zevezh Nedeleg pe d’an deiz kentañ ar bloaz ! Benjamin zo bet e Terrug oc’h en em gavout asambles gant Yvonne Derrien en-dro adarre, honnezh ‘deus soñj mat-tre deus Gouel Nedeleg hag an deiz kentañ ar bloaz goude ar brezel, amzer he yaouankiz.


Pellgargañ an abadenn