En em dommañ gwechall, ha bremañ

podkast

Tammoù mouded en oaled

Tri-ugent vloaz ‘zo eo cheñchet ar mod d’en em dommañ. En deiz-hiziv ‘vez implijet ar gaz, an tredan hag ar fioul da dommañ an ti peurvuiañ, ha gwechall ne veze ket graet ‘met gant keuneud, pe gant glaou a-wechoù, pe c’hoazh gant mouded (taouarc’h) a-blasoù. Daou seurt mouded a oa : mouded du, a veze tennet don en douar, ha mouded kign, a veze tennet war-c’horre.

Annick Plant zo ‘chom e Brenniliz pell ‘zo. Honnezh a oar en em dommañ gant keuneud bremañ, met graet he deus gant mouded ivez. Bet eo bet er o tennañ mouded gant he gwaz memes, ha soñj he deus mat-tre deus ar mod ma veze graet. Benjamin Bouard zo bet oc’h en em gavout asambles ganti.


Pellgargañ an abadenn

Ha ‘ranker labourat, ‘ranker labourat !

podkast

Ha ‘ranker labourat, ‘ranker labourat !

Asambles gant Ivonnig Tardivel omp bet oc’h ober anaoudegezh hiziv e Pont ‘n Abad, evit dezhi safaret deus he buhez deomp. Ganet eo e Loktudi, met a-benn oa-hi pevarzek vloaz ‘oa bet e Soissons o labourat gant he mamm-gozh. Goude-se ‘oa dimezet ha ‘oa deuet da Vreizh en-dro, da labourat en uzin Béziers e Pont ‘n Abad.


Pellgargañ an abadenn

Ar gwez-sapin ha re ar c’hêrioù

podkast

Gwez-sapin e Skaer (foto : Lionel Le Saux)

Deus pelec’h teu ar gwez-sapin a vez prenet ganeomp da vare Nedeleg ? Deus Skaer ! Ya, al lod brasañ deus ar gwez-sapin a vez gwerzet e Breizh e fin ar bloaz a vez produet gant an embregerezh Greencap e Skaer. Gwez-sapin a vez gwelet partout eno : etre 350 000 ha 400 000 a vez produet bep bloaz, war-c’horre 700 ha. Degasiñ a ra labour er vro, met tout an dud n’int ket gwall gontant gant Greencap memestra. Bet eo bet Benjamin Bouard oc’h en em gavout asambles gant Gi Peñseg, evit goût petra soñj dezhañ bremañ eus an dra-se. Hag e lodenn ziwezhañ an abadenn ‘safaro deomp deus un dra all c’hoazh, da lâret deomp penaos ‘vez bec’h war ar maez a-wechoù etre re ar vro ha serten tud deuet d’en em staliañ n’eus ket a-bell, dreist-holl goude ma oa komañset ar c’hovid 19 da c’hoari war an tamm douar-mañ.


Pellgargañ an abadenn

Un droiad dre Restanlern : ostilhoù ha meurbl an amzer gwechall

podkast

Maryse Raoult © Ouest-France

Maryse Raoult zo o chom e Restanlern e Kerglof, e-kichenn Karaez. Un nebeut a vloavezhioù ‘zo ‘c’haller mont da welet bemdez e-pad an hañv an diskouezadeg ‘deus savet er gêr. Dastumet ‘deus ur bern ostilhoù kozh a veze implijet war ar maez gwechall, ha meurbr kaer deus ar vro, presoù-eured, gweleoù-kloz ha kement ‘zo, kuit dezho da vezañ disoñjet pe drebet gant ar preñved hag an tan. Benjamin Bouard zo bet o welet anezhi n’eus ket a-bell. C’hwi welo, ar meurbl a oa evel ar c’hoefoù pe ar brezhoneg gwechall : pep bro, pep parrez ‘neze he mod da sevel anezho.


Pellgargañ an abadenn