Un danevell gant Annie Coz tennet eus an dastumad danevelloù Bili er Mor bet priziet evel skrid gwellañ 2015 gant Fr3. Bili er mor, un dastumad danevelloù dic’hortoz, diwar-benn ar vuhez hag ar marv, ar yaouankiz hag ar gozhni, ar c’hrouiñ hag ar garantez. Tudennoù faltazi, kaset-degaset gant fromoù gwir, gwallgaset gant froudennoù o flanedenn ha red an Istor. Kriz a-wechoù, fromus bepred, fentus alies, istorioù sederaus a ginnig Annie Coz en he oberenn gentañ.
Brezhonegerez a-vihanik eo an aozourez, er Vro Vigoudenn eo bet ganet ha desavet, blaz ar bigoudenneg zo war he yezh.
An danevell “An hini marv” zo tennet eus an dastumad testennoù Truez va doue gant Joseph Abask, skrivagner, bet enoret en 1992 gant Kolier an Erminig. An destenn-mañ zo bet awenet gant danevell kaer James Joyce: “The dead” a gaver en dastumad Dubliners. Un destenn diwar-benn ar garantez hag ar gwarizi.
Ur skrivagner brezhonek eo Jozef Abasq, ganet e Gwiproñvel e 1923. Kelenner war ar saozneg hag ar brezhoneg eo bet e Naoned. Kentelioù brezhoneg en deus bet graet e skol-veur Naoned ivez. Skrivet en deus e-barzh ar c’helaouennoù Brud, Brud Nevez hag Al Liamm dindan an anv-pluenn Didrouz peurvuiañ. Un troour diwar ar c’hembraeg (Kate Roberts, R. Gerallt Jones, Bryn Williams) hag ar saozneg eo ivez. Roet eo bet ar priz Langleiz dezhañ e 1990. Marvet eo Jozef Abasq d’an 20 a viz Kerzu 2006.
Un destenn dibabet ha lennet deomp gant Laetitia Fitamant.
Alje 57 zo ur romant brezhonek savet gant Pierre-Emmanuel Marais, hag embannet e 2012 gant Al Liamm. Kaoz zo ennañ eus ar “Genkiz Susini” hag eus ar jahinañ a-enep da stourmerien aljerian ha da soudarded c’hall zoken. Daoust ha gouest eo an den da zisoñjal euzhadennoù ar brezel ? Yann Lozac’h, Breizhad yaouank bet kaset da vrezeliñ, ne c’hell ket kaout an dizober eus an eñvorennoù kriz-se o krignat e spered bremañ m’eo distro d’e vro. Da goulz an avaloù, p’eo deuet ar poent d’ober sistr e teu war e spered eñvor Tara, an Aljerianez yaouank en doa anavezet e Alje, “evel ur wagenn a zic’hoanag oc’h aloubiñ e ene”. Tapet e oa bet en ur pech, eñ ar soudard gall, bet jahinet e kenkiz Susini, penngarter an harzlammerien. Ur skrivagner ganet e Naoned eo Pierre-Emmanuel Marais. Ganet eo e 1968 en ur familh a orin eus Kastellbriant ha Gwenrann. Skrivet en deus levrioù, romantoù ha danevelloù e brezhoneg hag e galleg. Danevelloù zo bet embannet gantañ e-barzh ar gelaouenn Al Liamm. Desket en deus brezhoneg e-kerzh ar c’hentelioù noz e Naoned, ha bet eo kelenner ivez diouzh an noz e-pad pemp bloaz. Krog eo da skrivañ e brezhoneg abaoe un toullad bloavezhioù hag en em varreka seul ma skriv. Kalz a blijadur a zegas se dezhañ. Disheñvel eo skrivañ e brezhoneg diouzh ar galleg, met ne oar ket perak. Marteze ez eo abalamour ma lak ar brezhoneg anezhañ da hunvreal dre ma ‘z eo un tammig hud.
Hag ar buzug o c’hwitellat zo bet skrivet gant Yann Gerven, kelenner ha skrivagner, ganet e plogastell daoulaz ha bet paket gantan ar priz Langleiz evit e romant Brestiz o vreskenn. Hag ar buzug zo bet embannet e 2005 gant Al Liamm.
Un destenn didabet ha lennet deomp gant loik Jade. 15mn “Burzhudoù” a c’hell c’hoarvezout pa vez staliet ur greizenn nukleel en ur vro, evel ba Brennilis lec’h vez galloudoù dreist ordinal gant ar boblañs.