Un abadenn evit deskiñ istor bras Breizh, Bro-C’hall met ivez er bed a-bezh leun-chouk e vo ho spered war-lerc’h bezañ bet selaouet an abadenn-se.
Category: Teñzor an istor
Istor gwir an tad-Nedeleg
En abadenn-se, evit fin ar sapre bloavezh-se brein-tre hag evit lidañ unan nevez hag a vo gwelloc’h ‘michañs, e vo kaoz eus istor gwir an Tad-Nedeleg, istor kala-bloaz (deiz kentañ ar bloaz) hag echuet ‘vo gant uR souezhadenn vihan. Degemeret ‘vo ivez Marianne a gomzo deomp deus gwastell ar Rouaned.
Arzoù-straed Bro-Iwerzhon an Norzh
En abadenn-mañ e vo kaoz eus un arz kavet er-maez, e straedoù Norzh Iwerzhon, da lâret eo ar mogerioù livet, the murals e saozneg. Ha degemeret e vo Marianne a gomzo deomp eus ul levr, an istor a dremen e Norzh Iwerzhon e-pad ar bec’h hag a blij kalz dezhi : Mon traître skrivet gant ar c’hazetenner Sorj Chalandon.
Degemer mat e Bro-Iwerzhon neuze !
Iliz-Veur an Naoned
En abadenn-se e vo komzet eus glad Naoned. Un darvoud displijus ha trist evit an holl vreizhiz a zo bet c’hoarvezet e-penn kentañ an Hañv : tan-gwall iliz-veur Naoned, iliz-veur Sant-Pêr-ha-Sant-Paol. Holl vreizhiz pe douristed a anavez ar savadur-se, ken brav ha meurdezus eo. Met daoust hag-eñ e anavezit istor an iliz-veur-se ? Ne oarit ket ? Selaouit ouzhimp neuze.