Daniel Jéquel hag an Nagra

podkastNagraSoñj ‘peus eus Daniel Jéquel ? E vouezh a veze klevet war gwagennoù RBO ‘pad ar bloavezhioù pevar-ugent en abadenn « Beilhadeg e Breizh Izel ». Aet eo war e leve paotr ar vro vigoudenn e 1994. Niverus eo an dud koulskoude o deus dalc’het soñj eus an abadenn-mañ a roe ar gomz d’ar bobl. Kontadennoù, istorioù ar vuhez, kanaouennoù, kantikoù memes a veze skignet e brezhonegoù liesseurt. Brezhoneg Bro-Gerne peurliesañ, Bro-Gwened, Bro-Leon ha Bro-Dreger a-wechoù. Setu eo bet Benjamin o kaozeal gantañ diwar-benn e vicher ‘b’ar radio, da skouer diwar-benn e gejadenn gant an « Nagra », ur mikro en deus roet mil-boan dezhañ da zigentañ.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.